Mont d’an endalc’had

Bafta

Eus Wikipedia
Bafta
darvoud mareadek, strollad enorioù
Iskevrennad eusenor e bed ar filmoù Kemmañ
Deiziad krouiñ29 Mae 1949 Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Deroet gantBritish Academy of Film and Television Arts Kemmañ
Organizational divisionsBritish Academy of Film and Television Arts Kemmañ
Sez sokialRoyal Opera House Kemmañ
Deiziad kregiñ1947 Kemmañ
OrganizerBritish Academy of Film and Television Arts Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://awards.bafta.org/ Kemmañ

Ar British Academy Film Awards, berraet gant ar stumm BAFTAs pe BAFTA Awards, zo un abadenn enoriñ filmoù savet gant ar British Academy of Film and Television Arts (BAFTA) evit garedoniñ ar gwellañ obererezhioù e-touez ar filmoù breizhveuriat hag etrebroadel. Al lid a oa bet dalc'het evit ar wech kentañ er sinema Odeon Leicester Square e Leicester Square e Londrez, ha goude-se en Opera roueel eus 2007 betek 2016. Al lid a oa bet dalc'het er Royal Albert Hall eus 2017 betek 2022, a-raok dilec'hiañ d'ar Royal Festival Hall evit lid 2023. An delwenn a vez profet d'an dud garedonet zo unan gant ur maskl c'hoariva. An enorioù BAFTA a zo brudet dre ar bed a-bezh evel enor uhelañ ar sinema breizhveuriat ; heñvel eo ouzh ar BAFTA TV Awards evit ar skinwel, al Laurence Olivier Awards evit ar c'hoariva, hag ar BRIT Awards evit ar sonerezh. Ar BAFTA zo lakaet er memes live hag an Academy Awards stadunanat.