Bad Bunny
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Bad Bunny, diouzh e anv gwir Benito Antonio Martinez Ocasio, bet ganet d'an 10 a viz Meurzh 1994 e Bayamón (Puerto Rico), zo ur c'haner, produer hag aktour puertorikan. Brudet eo evit e ganaouennoù trap latino ha reggaeton. Adalek 2020 eo bet meur a wech an arzour nann-saozneger selaouetañ war ar savenn sonerezh Spotify.
Blenier kirri-samm e oa e dad, ha skolaerez e vamm. Kresket eo en ur familh stag ouzh ar feiz katolik[1].
Adalek 2025 eo savet a-enep perzhioù zo eus politikerezh Donald Trump ouzh an enbroidi er Stadoù-Unanet[2].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Bad Bunny, empereur du reggaeton, France Culture, 02/07/2023 (lennet d'an 09/02/2026)
- ↑ (fr) MINISINI Lucas, Sur les terres de Bad Bunny, star du Super Bowl 2026 et symbole anti-Trump, Le Monde, 30/01/2026 (lennet d'an 09/02/2026)