Babaorum

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Babaorum (distaget baba-o-rom), a zo un anv-lec'h gallek ijinet gant René Goscinny hag Albert Uderzo, diwar an anv gallek baba au rhum (baba dre rom), evit ar rummad bannoù-treset Asteriks hag Obeliks e galleg. En troidigezhioù brezhonek eo Milingom anv ar c'hamp-se. Anv unan eus kampoù ar Romaned eo. Emañ lec'hiet ar c'hamp-se en Arvorig (Breizh en deiz a hiziv), e su da hini ar Gelted disuj, hag a vefe sikouret gant un died hud. E-kerzh o istorioù e tremeno Asteriks hag Obeliks alies dre v-Babaorum, betek diskar pep tra a-wechoù, hag o reiñ un trepan d'an holl soudarded roman a zo war al lec'h alies-mat.

Setu anv an tri c'hamp all a gaver tro-dro da gêriadenn Asteriks hag Obeliks:

Implijet e vez ar c'hoarioù gerioù gant Goscinny hag Uderzo evit an anvioù tud er rummad istorioù-se (evel da skouer Panoramix eus ar gallek «panoramique» pe c'hoazh Garmonparnas, Fecarabos)...