Mont d’an endalc’had

BT (tank)

Eus Wikipedia
familh tankoù BT
familh karbedoù stourm
Iskevrennad eustank skañv Kemmañ
BrezelBrezel Spagn, Eil Brezel-bed Kemmañ
Heuliet gantT-34 Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
SaverMalyshev Factory Kemmañ
Treset gantJohn Walter Christie Kemmañ
Lakaet er servij1932 Kemmañ
Tennet eus ar servij1945 Kemmañ

An tankoù BT (rusianeg : Быстроходный танк/БТ, Bystrokhodnyy tank/BT, "tank fiñvus prim") a oa ur familh tankoù skañv eus an Unvaniezh soviedel produet a-vras etre 1932 ha betek 1941. Ne oant ket reoù gant un hobregon ponner, met armet e oant mat a-walc'h evit ar mare, ha bez e oant ar re fiñvusañ. An tankoù BT a oa lesanvet Betka, diwar ar gwreskanv rusianek, pe gant ar stumm vihanaat Betushka. Heuliadenn an tankoù BT a oa bet an tank etre milbrudet T-34, lakaet er servij er bloavezh 1940, hag a gemero plas an holl dankoù soviedat prim, tankoù troadegiezh, ha tankoù skañv en nerzhioù lu.

Unvaniezh Soviedel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

BT-1 betek BT-4

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • BT-1 : kentpatrom gant Christie hep douribell.
  • BT-2 Model 1932 : keflusker M-5-400 (kopienn eus ar c'heflusker stadunanat Liberty L-12) ; tri stumm touribell savet : gant ur c'hanol 37 mm (60) ; ur c'hanol 37 mm hag ur vindrailherez DT (148) ; gant div vindrailherez e plas ar c'hanol hag ur vindrailherez he-unan DT (412). E fin ar bloavezh 1932, ar stumm a voe implijet betek ar BT-3.
    • BT-2-IS : kentpatrom gant un treuzkas tri ahel, paouezet dre ma oa re luziet.
  • BT-3 : heñvel ouzh ar BT-2, produet hervez ar sistem metrek (e-lec'h ar sistem impalaerel a oa bet implijet evit ar BT-2). Hervez ar skridoù ofisiel e veze graet BT-2 eus ar stumm-se.
  • BT-4 : un dizain gant kostezioù hobregonet an tank o vezañ soudet hag un nebeud kemmoù war ar giberoù. Tri c'hentpatrom a voe produet. Ur stumm "faos" gant div vindrailherez en douribell eus un T-26 a c'heller kavout ha deskrivet evel ur BT-4, met n'eo ket gwir hag ar skeudennoù a zo reoù kemmet.
  • BT-5 : touribell ledanoc'h ha kranek, kanol 20-K 45 mm, mindrailherez DT kengaezhel. An tankoù kentañ a implije touribelloù simplaet.
  • BT-5PKh : gant ur snorkel (kentpatromoù nemetken).
  • BT-5A : karbed kanolierezh gant ur c'hanol 76,2 mm (kentpatromoù nemetken).
  • RBT-5 : stumm da harpañ ar c'hanolierezh banner roketennoù, dafaret gant daou vanner torpilhennoù 420 mm (kentpatromoù nemetken).
  • BT-5 : tank strinker-tan (kentpatromoù nemetken).
  • BT-5-IS: kentpatrom gant un treuzkas tri ahel, paouezet dre ma oa re luziet. Ar memes kentpatrom a oa bet gwellaet e 1938 gant plakennoù hobregon a gostez, ar pezh a roio lañs da ziorroadur ar BT-SV-2.
  • PT-1A: stumm dour-ha-douar gant un douribell nevez (kentpatromoù nemetken)
  • TT-BT-5: teletank, un tank sturiet gant ur radio (kentpatromoù nemetken)
  • BT Tsyganov: un tank "prim-tre", un doare BT-5 gant N. F. Tsyganov, hag a oa dafaret gant 30 rod liammet ouzh ur chadenn. Sañset e oa da ruilhañ betek tizhout 105 km/eur ; paouezet dre ma oa re luziet ha n'eus nemet ur vaketenn hag a voe savet.
  • BT-6: BT-5 gant plakennoù hobregon soudet war ar c'hostez, a roio ar BT-7 (kentpatrom)
  • BT-7 Model 1935: plakennoù hobregon soudet tro-dro, adsevel eus tal an tank, keflusker nevez Mikulin M-17 (lisañs, kopiet eus ar c'heflusker BMW), didrouzer kuzhet, biskoulennoù treutaet.
  • BT-7 Model 1937: touribell nevez gant plakennoù hobregonoù soudet
  • BT-7TU: stumm evit ur penn, gant ur gwern/stign skourjez e-serr ar stumm framm stign.
  • BT-7A: stumm da harpañ ar c'hanolierezh gant ur c'hanol 76.2 mm en un douribell brasoc'h tost ouzh hini an T-28. 155 a oa da vezañ savet, met n'eus nemet 21 anezho hag a oa bet echuet gant touribelloù boas ar BT-7 hag unan anezho na oa ket dafaret c'hoazh gant ur c'hanol. An tank diganol a oa bet implijet diwezhatoc'h evit arnodiñ ar c'hanolioù 76.2 mm L-11 hag F-32.
  • OP-7: doare strinker-tan gant mirioù dour-tan ouzhpenn (kentpatrom nemetken)
  • TT-BT-7: teletank, un tank sturiet dre radio (kentpatrom nemetken)
  • BT-SV-2 Cherepakha ("ar vaot"): ur c'hentpatrom all, gant un hobregon a-ispilh d'an uhelañ
  • BT-7M (1938, kentpatromoù anvet A-8; anvet raloc'h BT-8): keflusker V-2 diesel o kemer plas ar re a oa a-raok.
  • A-20 (anvet ivez BT-20): kentpatrom evit sevel un tank BT nevez, gant un hobregon 20 mm awenet gant hini ar c'hentpatromoù BT-SV-2, kanol 45 mm 20-K, ur c'heflusker V-2 diesel. Ne oa ket bet efedus keñveriet gant an A-32 biskoulennet nemetken. Ar c'hentpatrom nemetañ o vezañ bet savet a oa bet o kemer perzh en emgann Moskov. E 1941, dre ma oa tostaet anAlamanted diouzh kêr-benn ar vro, ken dizesper e oa ar c'henarrour ma voent talet gant an holl zafar stourm a oa bet tu kavout. Ar c'hentpatrom A-20, hag a oa e leur arnodiñ al lu e Kubinka army nepell diouzh Moskov, a oa bet lakaet er servij gant kentpatromoù tankoù all hag a oa eno. Urzhiet e oant bet en ur gompagnunezh dizalc'h renet gant ar c'habiten Semenov. Goude-se e oa bet lakaet ar c'hentpatrom en 22vet brigadenn tankoù gant tankoù en e a-raok pe goude: ar BT-7 ha lod tankoù T-34. D'ar 1añ a viz Kerzu 1941, e oa bet labezet an tank e-kerzh un emgann ha kaset en a-dreñv evit bezañ kempennet. Tri devezh war-lec'h, e oa adlakaet er servij en 22 brigadenn tankoù ha kement-mañ betek kreiz miz Kerzu. Ur wech c'hoazh e voe labezet ha dsitroet en a-dreñv. Goude an darvoud-se eo dianav ar pezh a errus d'an tank.