Mont d’an endalc’had

BMD-2

Eus Wikipedia
BMD-2
doare karbed stourm
Iskevrennad euskarbed stourm troadegiezh Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Lakaet er servij1985 Kemmañ

Ar BMD-2 zo ur c'harbed stourm troadegiezh soviedel, hag a c'hell bezañ harzlammet hag a oa bet lakaet er servij e 1985. Un adstumm eo eus ar BMD-1 gant un douribell nevez hag un nebeud kemmoù d'ar c'houc'h. BMD a talvez kement ha Boyevaya Mashina Desanta (Боевая Машина Десанта, a c'haller treiñ en "karbed stourm harzlammet")[1].

Ijinet evel erlec'hier eus ar BMD-1 ne oa ket bet amzer da broduiñ a-walc'h anezhañ a-raok freuzadenn an URSS. Kod AFNA ar c'harbed a zo BMD M1981/1[2].

Pa oa tarzhet ar Brezel etre URSS hag Afghanistan, an nerzhioù soviedel a implije ar c'harbedoù BMP-1 ha BMD-1 evel stumm harzlammet. Ar c'harbedoù-se a oa dafaret gant ur 2A28 Grom 73 mm damaotomatek, ur banner-greunadennoù 9S428 ATGM o tennañ an 9M14 Malyutka, an 9M14M Malyutka-M hag an 9M14P Malyutka-P ATGM gant ur vindrailherez daou ganol 7,62 mm PKT. An armamant-se a oa mat evit stourm a-enep palioù skañv evel karbedoù hep hobregon, troadegiezh, ha kreñ­vlec'hioù gwarezet skañv, met ne oa ket efedus a-enep tankoù. Ouzhpenn-se ne oa ket efedus evit ruilhañ war douaroù meneziek dre ma oa re izel korn ar c'hanol diazez.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]