BMD-1
Iskevrennad eus | karbed stourm troadegiezh ![]() |
---|---|
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Lakaet er servij | 1969 ![]() |
Ar BMD-1 (rusianeg : БМД-1) zo ur c'harbed stourm troadegiezh dour-ha-douar harzlammet soviedel, hag a oa bet lakaet er servij e 1969 ha gwelet evit ar wech kentañ gant ar C'hornôg e 1970. BMD a dalvez Boyevaya Mashina Desanta (Боевая Машина Десанта, a c'hallfed treiñ gant "Karbed Stourm harzlammet"). Gellout a ra bezañ harzlammet eus an oabl. Memes ma 'z eo damheñvel ouzh tres ar BMP-1 ez eo bihanoc'h, ha gant an hanter eus e bouez. Ar BMD-1 a veze implijet evel karbed stourm troadegiezh gant an Nerzhioù harzlammerien Soviedat. Un doare gwellaet eus ar BMD-1 a zo bet savet, hag anvet BMD-2. Ar BMD-1 a zo bet ivez diazez ar BTR-D, ur c'harbed liesroll harzlammet.
Diorroadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude Enkadenn misiloù Kuba, al lu soviedat a oa bet o prederiañ war doareoù da gaout nerzhioù er-maez eus kelc'h levezon rik an URSS. Evel disoc'h e oa bet, ur striv ramzel evit diorroiñ nerzhioù harzlammerien evel nerzh kas bliv. Ar studiadennoù soviedel war an oberiadurioù brezel harzlammet a oa bet sklaer war ar fed ne oa ket a-walc'h da gaout nerzhioù harzlammerien skañv rak ar re-se a vije talet buan outo gant nerzhioù hobregonet.