Błyskawica (pistolenn-vindrailher)
| Pistolet maszynowy Błyskawica | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Błyskawica e Mirdi Emsavadeg Varsovia. | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil simpl |
| Munision | 9 × 19 mm Parabellum |
| Produerien | • Pezhioù : un ugent stal kuzh bennak e Varsovia • Sevel hag amprouiñ : atalier kuzh en 20, plasenn Grzybowski, e Varsovia |
| Mare ijinañ | 1943 |
| Mare produiñ | 1943 - 1944 |
| Niver produet | War-dro 755 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 3,2 kg |
| Hirder | 556 mm (lamm pleget) 730 mm (lamm dibleget) |
| Hirder ar c'hanol | 197 mm |
| Lusk-tennañ | 450-500 tenn/mn |
| Tizh ar boledoù V0 | 360 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 32 gartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro C'hall | A |
Ar Błyskawica («luc'hedenn» e poloneg) zo ur bistolenn-vindrailher bet ijinet ha produet e 1943 hag e 1944 e Polonia, en ur mod kuzh penn-da-benn, pa oa ac'hubet ar vro gant armeoù an Trede Reich.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa ket kalz pistolennoù-mindrailher e Polonia a-raok an Eil Brezel-bed : ur 250 Suomi KP/-31 finnat bennak implijet gant polis ar vro[1], hag un nebeud Thompson. Pa voe krouet an Armia Krajowa e miz Here 1939 e savas an ezhomm da gaout armoù a seurt-se, pa oant aes da guzhat hag uhel o galloud-tennañ war un dro[2]. Anat e teuas da vezañ ivez ne vije ket harzlammet kalz armoù d'an emsavadegoù rezistañs er vro, pa oa re bell diouzh Breizh-Veur.
Daou ijiner, Wacław Zawrotny ha Seweryn Wielanier, ha-int diskiant war an armoù-tan betek-neuze, a studias an MP 40 alaman hag ar Sten breizhveuriat. An hini gentañ a oa re luziet evit bezañ produet en ur mod kuzh ; an eil a oa diaes da guzhat abalamour d'he lamm difiñv. Kinnig a rejont d'an Armia Krajowa sevel un arm nevez en ur glask tennañ gounid eus perzhioù gwellañ an div bistolenn-vindrailher all. E miz Ebrel e oa prest ar c'hentpatrom kentañ. Amprouet e voe er c'hoadoù e Zielonka, en norzh da Varsovia[2].

An arm kinniget a oa dezhañ ur sistem tennata dre argil. Tennañ a rae er mod aotomatek hepken. Pourveziet e oa gant ur c'harger 32 gartouchenn 9 mm Parabellum[3]. Ouzh plakenn he lamm, a c'halle bezañ pleget, e oa teir luc'hedenn, alese an anv Błyskawica bet roet dezhañ goude. Engravet e veze an teir luc'hedenn evit lakaat da grediñ e oa ar pezh un elfenn eus un ostilh tredan. Evit kuzhat produerezh an arm e veze savet e bezhioù gant un ugent embregerezh bennak dasparzhet e Varsovia. Pemp labourer en ur stal roued-orjal war ar blasenn Grzybowski a oa karget da vodañ ar pezhioù. Amprouet e veze ar pistolennoù-mindrailher e kavioù un iliz nepell hag a oa bet kempennet ur riboul tennañ difuet enne. Tennet e veze en eurioù barr, pa veze ar muiañ a dud er straedoù, evit klask kuzhat an trouz ar muiañ ar gwellañ. Danvez-tarzh a oa bet lakaet e-kichen mont e-barzh ar c'hav evit ma vije distrujet ma klaskje an Alamaned mont e-barzh[2].
E miz Gouere 1944, just a-raok emsavadeg Varsovia, pezhioù evit ur mil arm bennak a oa bet graet, ha 700 anezhe a oa bet bodet. Un nebeud skouerennoù ouzhpenn a voe fardet etre ar 4 hag an 20 a viz Eost, pa voe bombezet ar stal ma oant bodet. 755 Błyskawica a vije bet produet en holl hervez rolloù an Armia Krajowa, met n'eo ket sur ar sifr penn-da-benn abalamour d'ar produerezh kuzh[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (pl) Kazimierz Satora, Podziemne zbrojownie polskie 1939–1944, Dom Wydawniczy Bellona, 2001
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Export deals of Suomi submachine guns before World War 2, e MACHINEPISTOLS, PART 1: Bergmann and Suomi, Jaeger Platoon (lennet d'ar 07/06/2026)
- 1 2 3 4 (en) Lesczek ERENFEICHT, Polish Błyskawica SMG, Forgotten Weapons (lennet d'ar 07/06/2026)
- ↑ (en) Maxim POPENKER, Blyskawica, Modern Firearms (lennet d'ar 07/06/2026)