Añjela goant

Eus Wikipedia
La belle Angèle (Añjela goant) 1889, Pariz, Mirdi Orsay

Añjela goant (La belle Angèle) zo anv ul livadur graet gant Paul Gauguin e 1889 ha war ziskouez emañ e Mirdi Orsay e Pariz.

Poltred Angèle Satre (1868-1932), ostizez e Pont-Aven, eo an daolenn, ha gwisket eo ganti he dilhad Bretonez evit an degouezh. Pried e oa-hi da Frédéric-Joseph Satre, a vo anvet da vaer. Brud he doa da vout ur plac'h kaer a'r c'haerañ (en em c'houlenn a c'haller ha n'eus ket un tamm goap e titl an daolenn pa weler anezhi). Dle en doa graet Gauguin en he zi ha ne oa ket bet lakaet da baeañ. Evit he zrugarekaat eo en doa graet he foltred.

Hiziv ez eus ur straed Rue de la Belle Angèle e Pont-Aven.