Azeuldi Hollek

Eus Wikipedia
An Azeuldi Hollek.

An Azeuldi Hollek (Ruseg: Храм всех религий Khram vsekh religiy "Azeuldi an holl relijionoù") zo un hollad savadurioù lec'hiet e Kazan, e Rusia. Ennañ e kaver savadurioù relijiel diseurt, en o zouez un iliz Ortodoks, ur voskeenn hag ur sinagog. O sevel anezhañ emeur ; kroget e voe al labourioù e 1992 gant an arzour ha dengarour Ildar Khanov. Pa vo echuet e vo 16 koupolenn : arouezañ a raint 16 relijion bennañ ar bed.