Aya Nakamura

Aya Nakamura, pe Aya Coco Danioko hec'h anv gwir, zo ur ganerez c'hall ha malian bet ganet d'an 10 a viz Mae 1995 e Bamako. E 2020 e oa an arzourez c'hallek a veze selaouet ar muiañ war Spotify gant 20 milion a selaouerien bep miz.
Berzh ha brud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet he doa he albom kentañ, Journal intime, e 2017, ur bladenn blatin testeniekaet dindan daou vloaz. E 2018 ec'h embannas hec'h eil albom, Nakamura, a lakaas anezhi da vezañ brudet gant an holl gant ar ganaouenn Djadja. Garedonet eo bet an albom-mañ gant pladennoù diamant, gwerzhet ouzhpenn 550.000 skouerenn anezhi e Frañs hag ouzhpenn 1,2 milion er bed[1]. An albom gallek brudetañ er bed eo, gant 1,9 miliard a streamoù e miz Eost 2024. Berzh bras a rae he c'hanaouennoù er broioù gallek hag en estrenvro.
E 2020 e teuas er-maez he zrede albom, Aya. Garedonet e voe an albom-se gant div bladenn platin e 2023, gwerzhet 200 000 skouerenn anezhi[2]. E miz Genver 2023 ec'h embannas he fevare albom, anvet DNK diwar anv he familh Danioko. Garedonet eo bet ar bladenn blatin seizh miz war-lerc’h ma oa deuet er-maez, gant 100 000 gwerzh.
Kregiñ a reas gant un droiad vroadel hag etrebroadel. Gwerzhet e voe an holl blasoù evit leuniañ teir sal Accor Arena dindan 15 munutenn, pe 60 000 plas.
D'ar 26 a viz Gouere 2024 e kanas da geñver digoradur C'hoarioù Olimpek an hañv e 2024, ha seniñ a reas ar muiañ a arvesterien en nozvezh gant 31 c'hoarier ; 4 milion a bellarvesterien a voe, ar muiañ a arvesterien en istor ar skinwel c'hall.
D'an 23 a viz C'hwevrer 2025 da 1 eur 48 e teuas klip ar single Djadja da vezañ ar bevare kanaouenn c'hallek en tu all d'ar miliard a weladennoù war YouTube, goude Dernière dance Indila hag Ego Willy William. Dont a reas da vezañ an arzourez kentañ en Afrika dezhi ur c'hlip gant ouzhpenn 1 miliard a weladennoù. Dont a ra ivez da vezañ an arzourez c'hallek kentañ o tizhout al live-se ar buanañ ar gwellañ, da lavaret eo dindan 6 vloaz.
Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hed-da-hed he respet, un dek priz bennak zo bet roet dezhi, en o zouez 2 Victoires de la Musique, un NRJ Music Awards ha c'hoazh 4 Flammes, 2 Grand Prix SACEM hag ur W9 d'Or. Garedonet eo bet Aya Nakamura en holl lidoù priziañ pennañ e Frañs neuze.
Meur a wech eo bet anavezet he labour er bed a-bezh. Aet eo ar maout ganti e lidoù spagnol Los 40 Music Awards, er Music Moves Europe Talent Awards hag e roll ar gelaouenn Forbes. Ouzhpenn-se eo bet anvet meur a wech da geñver al lid stadunanat BET Awards hag ivez en MTV Europe Music Awards.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2017 : Journal Intime (Warner Music France, Rec 118, Parlophone)
- 2018 : Nakamura (Warner Music France, Rec 118, Parlophone)
- 2020 : Aya (Warner Music France, Rec 118, Parlophone)
- 2023 : DNK (Warner Music France, Rec 118, Parlophone)