Avtomat Fedorova
Avtomat Fedorova | |
---|---|
![]() Ur fuzuilh Avtomat Fedorova | |
Kinnig | |
Bro | ![]() ![]() |
Doare | Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | 6,5 mm Fedorov (pimpatromoù) 6,5 × 50 mm Arisaka |
Mare krouidigezh | 1911-1916 |
Krouer | Vladimir Fedorov |
Produerien | Uzin armoù Kovrov |
Niver a skouerennoù produet | War-dro 3.200 |
Mare implij | 1920–1925 (en Arme Ruz) Brezel Goañv (1939-1940) gant un nebeud soudarded |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,4 kg |
Hirder | 1.045 mm |
Hirder ar c'hanol | 520 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 654 m/s |
Lusk-tennañ | 350-400 tenn/mn |
Endalc'h | Karger fiñv 25 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An Avtomat Fedorova (rusianeg : Автома́т Фёдорова , brezhoneg Fuzuilh aotomatek aotomatek Fedorov) zo ur fuzuilh damaotomatek hag aotomatek ijinet e deroù an XXvet kantved gant an ijinour rusian Vladimir Fedorov. Gwelet e vez gant kalz arbennigourien war an hoplologiezh evel ar fuzuilh-arsailh kentañ en istor[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar brezel etre Rusia ha Japan (1904-1905) e oa bet gwelet pegen efedus e oa an armoù-tan aotomatek war an tachennoù-emgann. An ijinour rusian Vladimir Fedorov a lakaas en e soñj sevel un arm dezhañ ar memes galloud-tennañ hag ar mindrailherezioù, met skañvoc’h, hag a c’hallje bezañ douget ha dornataet gant un troadeg hepken. Kregiñ a reas da labourat war pimpatromoù fuzuilhoù gant sikour Degtyarev. Ar re gentañ anezhe a oa armoù damaotomatek, savet diwar ar fuzuilh standart Mosin-Nagant implijet en arme rusian. Siek e oant, ha divizout a reas Fedorov sevel un arm nevez penn-da-benn[2].
Ar pimpatrom kentañ a voe kinniget d’an arme e 1912. Un arm aotomatek e oa, kambret e 7,62 × 54 mm R, kartouchenn standart e lu Impalaeriezh Rusia. Plijout a reas d’an ofiserien, met ne voe ket degemeret gant an arme c’hoazh. E 1913 e voe savet ur pimpatrom all, kambret e 6,5 mm Fedorov, ur gartouchenn arnodel hep bourled evit aesaat mont en-dro e wikefre aotomatek. 150 skouerenn anezhañ a voe produet. Ur wech ouzhpenn e plijas d’an arme, met deroù ar Brezel-bed Kentañ a lakaas un harz da ziorren ar fuzuilh, pa voe heñchet produerezh an uzinoù war an armoù a oa reolius dija[2].

E 1916 e adkrogas Fedorov da labourat war e fuzuilh, en ur ouzhpennañ dezhi ur c’harger fiñv 25 kartouchenn 6,5 mm Arisaka[3], ur c’halibr japanat a oa aes da gavout d’ar poent-se e Rusia. Bamet e oa ar pennoù-meur rusian gant galloud armoù aotomatek implijet war an talbenn er C’hornôg evel ar fuzuilh-vindrailher gall Chauchat[1]. 5.000 skouerenn eus fuzuilh Fedorov a voe urzhiet neuze, met ur c’hant bennak anezhe a voe produet hepken betek 1917 abalamour d’an Dispac’h rusian[1].
Produiñ an Avtomat Fedorova a adkrogas eus 1920 betek 1925, ha war-dro 3.200 skouerenn anezhi a zeuas er gouloù. Dilezet e voe an arm goude, an Arme Ruz a zivizas implijout armoù kambret e 7,62 × 54 mm hepken evit aesaat ar pourveziañ. Servijout a reas un tamm an Avtomat Fedorova da vare ar Brezel Goañv a-enep Finland (1939-1940)[4].
Meizad an Avtomat Fedorova he doa awenet Mic'hail Kalachnikov p'en doa savet e fuzuilh AK-47[5].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abalamour d’he ferzhioù (tennañ aotomatek, pouez izel, karger fiñv ha munision dezhañ ur c’halibr etre) e weler an Avtomat Fedorova evel fuzuilh-arsailh kentañ an istor, daoust ma voe ret gortoz ar bloavezhioù 1940 evit ma vije implijet an termen, goude donedigezh ar Sturmgewehr 44 alaman. Daou vod-tennañ zo dezhi (damaotomatek/aotomatek), ha mont a ra en-dro gant ur sistem tennata dre argil hag ur gulasenn serr. Sioù he doa memestra : luziet e oa he froduiñ, ha rankout a rae bezañ fiziet e soudarded stummet mat war hec’h implij, pa rae ar braz eus an droadeien gant fuzuilhoù-morailh simploc’h da zornata er bloavezhioù 1910 ha 1920[1].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gellet a raer implijout stummoù kentañ an arm er c'hoari video Enlisted, dindan an anvioù Fedorov rifle 1912 ha Fedorov rifle (25), hag ar stumm savet e 1916 e Assassin's Creed Chronicles[6] hag e Battlefield 1 ivez[7].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) McCollum Ian, M1916 Fedorov: Russia’s First Assault Rifle?, Forgotten Weapons, 21/12/2018 (lennet d'ar 15/05/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, Fedorov avtomat (Russia / USSR), Modern Firearms (lennet d'ar 16/05/2025)
- ↑ (fr) AVF 1916, Arme et Passion (lennet d'ar 16/05/2025)
- ↑ (en) Fedorov Asault Rifle, Kalashnikov Group (lennet d'ar 16/05/2025)
- ↑ (en) Centrefire automatic rifle - Fedorov Avtomat Model 1916 - about 1920, Royal Armouries (lennet d'ar 16/05/2025)
- ↑ (en) Fedorov Avtomat, IMFDB (lennet d'ar 16/05/2025)
- ↑ (en) Fedorov Avtomat, Battlefield Wiki (lennet d'ar 17/05/2025)