Aveadur gwarez hiniennel
Neuz
Un Aveadur Gwarez Hiniennel (AGH)[1] a warez an nen ouzh ur riskl pe meur a hini hervez e obererezh[2]. Gellet a ra gwareziñ da skouer :
- ar penn : tokarn ;
- an daoulagad : lunedoù gwarez, tokarn soudañ ;
- an divskouarn : stouvoù-skouarn, selaouell eneptrouz ;
- an treid : botoù surentez ;
- ar c'horf dre vras, ouzh al lammoù : harnez, organell, kordennoù.
Implijet e vez pa n'haller ket ober gant un Aveadur gwarez stroll.