Avatar (film)

Eus Wikipedia
Avatar

Logo ar film
Filmdata
Titl orin Avatar
Bro produiñ Stadoù-Unanet
Deuet er-maez 10 a viz Kerzu 2009
(Kentaenn Londrez)
16 a viz Kerzu 2009
(Breizh)
Yezh orin Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 162[1] munutenn
Skigner 20th Century Fox
Boujedenn $237 000 000[2]
Korvoder gros $241 571 046[3]
Pare
Filmaozer James Cameron
Produer James Cameron
Jon Landau
Skrivagner James Cameron
Sonerezh James Horner
Rener al luc'hskeudenniñ Mauro Fiore
Frammer James Cameron
John Refoua
Stephen E. Rivkin
Aktourien

Sam Worthington
Zoë Saldaña
Stephen Lang
Michelle Rodriguez
Giovanni Ribisi
Sigourney Weaver

Liammoù diavaez

Avatar zo ur film 3-M skiant-faltazi, renet gant James Cameron ha produet gant ar Century Fox, a oa deuet er-maez d'ar 16 a viz Kerzu 2009.[4] Raktres diwezhañ Lightstorm Entertainment eo ar film-se, ha danevell a ra ar stourm taer a grog war un ezplanedenn anvet Pandora, ma sav brezel etre tud an Douar, a fell dezhe korvoiñ danvezioù-krai ar blanedenn hag ur spesad androided a orin eus Pandora, an Na'vied, a fell dezhe gwareziñ o bed[5].

Deuet e oa ar film er-maez er stumm 2M hag e 3M, war un dro gant ur stumm IMAX 3M e lec'hioù zo. Disklêriet eo bet e oa ar film-se un nevezadenn war dachenn teknologiezh ar sevel filmoù, abalamour d'an doare m'en deus diorroet ar filmoù 3M hag ar sevel filmoù en un doare stereoskopek, gant kameraioù savet a-ratozh kaer da sevel ar film-se[6] ha kinniget eo bet c'hoazh evit daou award[7]. Un heuliadenn a zo bet anvet Avatar: The Way of Water a zo bet embannet e miz Kerzu 2022.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.

An haroz, Jake Sully (Sam Worthington), a oa ur Marine amerikan kent bezañ gloazet ha sezizet dindan an dargreiz da-heul un emgann war an Douar. Dilennet eo Jake da gemer perzh er raktres Avatar, a roio dezhañ e du da vale en-dro. Jake zo kaset betek Pandora, loar un ezplanedenn goloet gant ur janglenn stank enni boudoù bev souezhus e-leizh, lod brav, lod spouronus. Eno e tastum an embregerezhioù ur c'hailh rouez a c'hallfe diskoulmañ an enkadenn energiezh a ren war an Douar. Kavout a reer eno ivez an Na’vied, ur spesad denheñvel speredek ha kalz kreñvoc'h evit an dud. Sellet e vez oute evel kentidien gant tud an Douar. Dezho tost tri metr, pep a lost hag ur c'hroc'hen glas, bevañ a ra an Na’vied en emglev gant o bed divoulc'h. Krog eo an dud koulskoude da aloubiñ ha da zistrujañ koadoù Pandora da gavout danvezioù-krai prizius. Sevel a ra ar vrezelourien na'vi en o enep da zifenn buhez o fobl lakaet en arvar gant an distruj.

Jake zo bet tutaet hep gouzout dezhañ da gemer perzh en aloubadeg-se. Dre ma n'eo ket gouest an dud da analat aergelc'h Pandora ez eus bet krouet hironed Den-Na’vi anvet avataroù diwar TDN mab-den mesket gant TDN na'vi. Liammet eo korf an avataroù-se gant spered tud hag a ren anezhe. War Bandora, treuzkaset en e gorf avatar, e c'hallo Jakez bale adarre. E gefridi zo en em silañ e-touez an Na'vied. Kaset pell e janglenn Pandora evel diaraoger evit ar soudarded a zeuio da heul, Jake a zizolo kalz eus braventez hag eus dañjerioù ar blanedenn. Eno en em gav gant un Na’viez yaouank vrav, Neytiri (Zoe Saldaña) hag a savete e vuhez. Kement-se a cheñch pep tra.

Tamm-ha-tamm ez eo degemeret Jake e klan an Na'vied goude kalz amprouadennoù ha troioù-kaer e-leizh. Deskiñ a ra doujañ da sevenadur an Na'vied ha kavout a ra e blas en o zouez. Kouezhañ a ra amourouz eus Neytiri. Da-heul en em gav tapet etre nerzhioù arme ha greanterezh an Douar hag an Na’vied, ar pezh a redi anezhañ da choaz un tu en emgann bras e lec'h ma vo divizet tonkadur ar blanedenn hag hini an Na'vied.

Perzhioù ha tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sam Worthington evit ar c'haporal Jake Sully, un den bet marine hag a zo bremañ er programm Avatar. Cameron en deus choazet an aktour Aostralian-se goude bezañ bet klasket er bed aktourien yaouank, o klask tud divrudet evit derc'hel ar budjet.
  • Sigourney Weaver evit ar mezeg Grace Augustin, ul louzawourez e penn ar programm Avatar. Deskiñ a ra da Jake Sully derc'hel darempredoù peoc'h gant an Na'vied ha savet he deus ur skol evit deskiñ saozneg dezho[8]. An dudenn a oa anvet "Shipley" d'ur poent, un dave d'he zudenn c'hoariet e-barzh Alien[9].
  • Michelle Rodriguez evit Trusy Chacon, ur marine brezelourez karget da sikour ar programm Avatar. Cameron en doa c'hoant labourat gant Rodriguez abaoe m'en doa gwelet anezhi e-barzh Girlfight.[10]
  • Giovanni Ribisi evit Parker Selfridge, ar merour evit ar vengleuz[11].
  • Joel David Moore evit Norm Spellman, ur biologour a studi plant hag endro Pandora evit ar Programm Avatar. Degouezhout a ra war ar blanedenn d'ar memes koulz ha Jake Sully ha kontrolliñ a ra un Avatar.
  • Stephen Lang evit ar c'horonal Miles Quatrich, hag a zo e penn ar SecFor, an aozadur evit gwareziñ ar vengleuz. Lang en doa tremenet ar c'hasting dija evit Aliens e 1986, dalc'het en doa soñj Cameron eus outañ ha kinniget dezhañ kemer ar roll.[10]
  • Dileep Rao evit ar mezeg Max Patel, ur skiantour a labour war ar programm Avatar[12].
  • Matt Gerald evit ar c'horporal Lyle Waintfleet eus ar SecFor[13].

Na'vi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Zoë Saldaña evit Neytiri, priñsez Omaticaya, ar meuriad Na'vi e-kreiz an istor[14] An dudenn, evel holl an Na'vied a zo bet krouet oc'h implij ar motion capture, hag a zo krouet penn-de-benn dre urzhiataer.[15].
  • C. C. H. Pounder evit Mo'at, ar "shaman" eus an Omaticaya, mamm Neytiri, hag a zo gant mestr ar meuriad, Eytucan[16],[17].
  • Laz Alonso evit Tsu'Tey, pennhêr penn ar meuriad hag a zo sañset dimeziñ gant Neytiri.
  • Wes Studi evit Eytucan, mestr an Omaticaya, pried Mo'at ha tad Neytiri.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. BBFC rating and classification details for AVATAR. bbfc.co.uk (8 Kerzu 2009). Kavet : 29 Gouere 2022.
  2. Patten, D. (3 Kerzu 2009). "'Avatar's' True Cost -- and Consequences", The Wrap. Retrieved on 12 Kerzu 2009. 
  3. Avatar. Box Office Mojo. Kavet : 20 Kerzu 2009.
  4. Sellet ouzh Avatar International Release Dates
  5. [1]
  6. [2]
  7. [3]
  8. Clint Morris (2 Eost 2007). "Sigouney Weaver talks Avatar", Moviehole.net. Retrieved on 2 Eost 2007. 
  9. "Things We've Learnt", Empire (C'hwevrer 2008), p. 27. 
  10. 10,0 ha10,1 Anne Thompson (2 Eost 2007). "Lang, Rodriguez armed for 'Avatar'", Variety. Retrieved on 3 Eost 2007. 
  11. Leslie Simmons (21 Gwengolo 2007). "'Avatar' has new player with Ribisi", The Hollywood Reporter. Retrieved on 21 Gwengolo 2007. Archived from the original on 2007-10-03. 
  12. Lewis Bazley (25 Mae 2009). "Drag Me to Hell Review", inthenews.co.uk. Retrieved on 2 Mezheven 2009. 
  13. James Cameron's Movies & Creations: Avatar Scriptment: Summary, Review, and Analysis. Jamescameron.blogspot.com (11 C'hwevrer 2007). Diellet er skrid orin d’an 2008-05-12. Kavet : 6 Kerzu 2009.
  14. Detailed Summary of Avatar Scriptment: https://web.archive.org/web/20080512233727/http://jamescameron.blogspot.com/2007/02/avatar-scriptment-summary-review-and.html
  15. Thompson, Anne (9 Genver 2007). ""Titanic" director sets sci-fi epic for '09", Reuters. Retrieved on 26 Kerzu 2009. 
  16. IGN Staff (30 Ebrel 2007). "Pounder Talks Avatar". Retrieved on 25 Kerzu 2009. 
  17. Avatar Movie Review : A complete cinematic experience (May 1, 2021)