Avast Software

Eus Wikipedia
Logo an embregerezh Avast Software e 2016

Avast Software zo un embregerezh treuzvroadel arbennikaet war ar programoù cybersurentez. Diazezet eo e Praha, er Republik Tchek.

E-tro 400 milion a dud a implij produioù Avast dre ar bed. An embregerezh a zo e-touez ar re bouezusañ war marc'had ar meziantoù enep-malware dre ar bed. Ouzhpenn 1600 den a labour evit Avast en embregerezh penn e Praha hag er skourroù all en Europa, Norzhamerika hag Azia. Avast a oa bet krouet gant Pavel Baudiš hag Eduard Kučera e 1988 e stumm ur gevelouri ha n'eo nemet er bloavezh 2010 e voe kemmet e stumm un embregerezh prevez.

Avast eo an embregerezh pouezusañ war dachenn an enepvirus. 20.5% eus ar marc'had a zo perc'hennet gant an embregerezh e miz Even 2017. E miz Gouhere 2016, Avast en devoa prenet an embregerezh AVG Technologies evit 1,3 bilion $, d'ar mare-se ne oa nemet en trede plas war ar marc'had.

Brudet eo an embregerezh evit e veziant Avast Antivirus.