Mont d’an endalc’had

Avaleg

Eus Wikipedia
Avaleg
Iskevrennad eusDied alkoolek Kemmañ
Danvez implijetaval Kemmañ
War dreiñ emañ ar pennad-mañ.
→ Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ, klikit war Kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù a zo chomet en ur yezh all.

An avaleg a zo un evaj digor-kalon graet o veskañ chug avaloù ket bervet ha lambig. Aozet e vez an died alkoolek-mañ abaoe pell e Breizh hag e rannvroioù kornôg Bro-C'hall Maine ha Normandi, broioù sistr ent-hengounel.

Evit kaout avaleg e mesker tro div drederenn moust avaloù (chug ket bervet) hag un drederenn lambig sistr 2 vloaz pe muioc'h. L’alcool contenu dans l'eau de vie empêche la fermentation du jus, donnant ainsi un alcool plus sucré. Le pommeau acquiert ensuite sa couleur ambrée et son blaz au contact du bois du tonneau où il vieillit durant une période comprise entre 14 et 21 mois[1],[2].

E 2019 e voe rummet avalegoù Breizh, Maine ha Normandi er rubrikenn « traoù kreñv all » gant Unaniezh Europa[3].

Avaleg Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bouteilles de Pommeau de Bretagne AOC
Boutailhadoù Avaleg Breizh AOK.

Aozet e vez avaleg en tiez abaoe pell war ar maez, o veskañ chug avaloù sistr gwasket nevez zo gant lambig sistr[4].

AOK Avaleg Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwarezet eo Avaleg Breizh gant un Anvadur Orin Kontrollet (AOK) abaoe an 31 a viz Mae 1997[4]. Ar wech diwezhañ e voe azgwelet kaier ar c'hargoù an anvadur e voe gant an dekred nv 2014-1643 eus ar 26 a viz Kerzu 2014.

Goloiñ a ra an anvadur Avaleg Breizh un takad douaroniezhel a 372 kumun e departamantoù Aodoù-an-Arvor (22), Penn-ar-Bed (29), Il-ha-Gwilen (35), Liger-Atlantel (44) ha Mor-Bihan (56), dreist-holl aodoù norzh ha su ar vro ha Bro-Roazhon.

Avaleg Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

AOK Avaleg Maine

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Avaleg Maine.

Aozet e vez avaleg Maine gant sistr ha lambig Maine. Gwarezet eo gant un Anvadur Orin Kontrollet (AOK) abaoe an 29 a viz Here 2009[5]. Ar wech diwezhañ e voe azgwelet kaier ar c'hargoù an anvadur e voe gant an dekred nv 2014-1643 eus ar 26 a viz Kerzu 2014.

Goloiñ a ra un takad douaroniezhel a 141 gumun, dreist-holl en hanter su departamant Mayenne hag ur vandenn douar e norzh Maine-ha-Liger[5]. An anvadur a ra dave da broviñs kozh ar Maine (hag a c'holoe ar Sarthe hag an tri-c'hard eus ar Mayenne dre-vras) met an takad a c'holo ivez un tamm eus proviñs Anjev (kumunioù ar "Mayenne angevine" hag Maine-ha-Liger).

Takad avaleg ar Maine a zo war Torosad Arvorig, war doureier lec'h ma oa gounezet gwini dreist-holl e-pad ar Grennamzer. E dibenn ar Grennamzer e veze berrentez boued ingal ha tennet e voe ar gwini ha plantet edeier evit ober bara, ar pezh a sachas diskar ar gwin hag ar biorc'h. Er XVvet kantved e voe gwellaet ar gwerjezoù gwez-avaloù, a oa abaoe ar prantad galian-ha-roman da nebeutañ, gant gouennoù o tont eus Bro-Spagn , ha hollekaat a reas ar beveziñ sistr. En em skignañ a reas ar strilhadur adalek ar XVIIvet kantved. « Pinot » a veze graet eus ar sistr mesket gant lambig ent-istorel er Maine. Aozet e veze er menajoù, ha ne oa ket kenwerzhelet en XXvet kantved peogwir e oa difennet gwerzhañ evajoù digor-kalon graet gant sistr. Ne voe kenwerzhelet nemet adalek 1986, pa voe anavezet talvoudegezh hengounel avaleg ar Maine[5].

AOK Avaleg Normandi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Avaleg Normandi.
  1. Fiche produit : Pommeau de Normandie e Inao, 10 a viz Gwengolo 2019.
  2. Patience et longueur de temps e pommeaudumaine.com.
  3. Informations concernant l’évaluation des fiches techniques soumises pour les indications géographiques établies pour des boissons spiritueuses e eur-lex.europa.eu, 27 a viz Meurzh 2019, p. 14.
  4. 4,0 ha 4,1 Fiche produit : Pommeau de Bretagne, 20 a viz Here 2020.
  5. 5,0 5,1 ha 5,2 Fazi gant aventennoù ar patrom {{Liamm web}} : ret eo reiñ an arventennoù url ha titl (url : https://www.inao.gouv.fr/produit/13104)..
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.