Mont d’an endalc’had

Auvers-sur-Oise

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Auvers-sur-Oise
Kastell Leyrit.
Kastell Leyrit.
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Enez-Frañs
Departamant Val-d'Oise
Arondisamant Pontoise
Kanton Saint-Ouen-l'Aumône
Kod kumun 95039
Kod post 95430
Maer
Amzer gefridi
Isabelle Mézières
2020-2026
Etrekumuniezh Communauté de communes Sausseron Impressionnistes
Lec'hienn web http://www.ville-auverssuroise.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 6 863 ann. (2023)[1]
Stankter 541 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°4′13″N 2°10′18″E
Uhelderioù bihanañ 21 m — brasañ 111 m
Gorread 12,69 km²

Auvers-sur-Oise (API : [ovɛʁ syʁ waz] distagadur Fr-Auvers-sur-Oise.ogg: [{{{2}}}]) a zo ur gumun c'hall lec'hiet e departamant ar Val-d'Oise e-barzh Rannvro Enez-Frañs. Lavaret a reer e c'hellfe François Villon bezañ bet ganet eno[2]. Brudet eo ar gêr er bed a-bezh p'eo bet lec'h marv ha sebeliadur Vincent van Gogh.

Goude bezañ bet ur porzh-stêr o tennañ frouezh eus ar gounezerezh a-hed ar c'hantvedoù, ar gêr vihan a zo aet da vezañ brudet er bed a-bezh diwar donedigezh livourien trivliadelour en XIXvet kantved, Charles-François Daubigny, Paul Cézanne, Camille Corot, Camille Pissarro ha Vincent van Gogh a vourre livañ kalz a lec'hiennoù eno
. Un 70 livadennoù bennak a voe livet gant Vincent Van Gogh, pa varvas hemañ eno, ken e weler e vez e bered ar gumun.

War 7 kilometr a-hed ribl an Oise en em led tiriad ar gumun ha tornaodoù maen-raz lutetian a ya d'ober an harz en Norzh, ken ez eus bet un annezadur-kevioù a-gozh. Kalz a geriadennoù a zo bet, met beuzet tamm ha tamm gant ar c'hêriekadur. Emañ ar vourc'h e gevred an tiriad war vord ar stêr.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumunioù amezek :
Nesles-la-Vallée, Valmondois, Butry-sr-Oise, Mériel, Méry-sur-Oise, Pontoise, Saint-Ouen-l'Aumône, Ennery, Hérouville-en-Vexin

Ur parzh bihan eus Diazad gouezelennek bras Pariz eo an tiriad, pa'z eo aparchant d'ar Vexin gall.

Gwiskadoù mein berniet a ya d'ober ar c'hondon. Ar c'hentañ eo ar c'hleiz gwenn kampaniat, an hini koshañ, o tont eus war-dro 80 milion a vloazioù ha war-dro pevar-ugent metr a dreuz, hag a zeu a-resed e goueledoù an traoniennoù. War-grec'h ez eus ur gwiskad maen-kalch eus ar montien (65 milion a vloazioù), hag a zo maen-mañson dibar ar Vexin ha, donoc'h, gwiskadoù pri ha traezh eus an iperad, gant prioù ar spernegad, dezho un treuz etre pemp ha pemzek metr, ha diwar o antreuzded e teu war wel al linennoù andonioù hag a vez lakaet goueledoù an traoniennoù da vezañ lagennek. A-us d'ar gwiskadoù-se emañ traezh ar Cuisiad, eus dek da dregont metr a dreuz.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. "Je suis Villon, dont il me poise/Natif d'Auvars, emprès Pontoise…" en ur rondo brudet.