Augustin Frison-Roche
Augustin Frison-Roche zo un arzour gall bet ganet e Saint-Mandé d'ar 7 a viz Du 1987. En em stummet eo e-pad tri bloaz en atalier al livour François Peltier, a labour eñ ivez war oberennoù relijiel dreist-holl.
Iliz-veur Sant-Maloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit iliz-veur Sant-Maloù en deus labouret Augustin Frison-Roche e-pad daou vloaz. Seizh taolenn en deus graet, eoulivadurioù war goad derv an holl anezho. War sujed an Diskuliadur eo bet livet an hini vrasañ, anezhi ur freskenn vras 6 metr ledander ha 2 vetr uhelder. Triptyque de l’Apocalypse eo anv ar freskenn-se, a zo staliet er groazenn greisteiz. Lavaret en deus Augustin Frison-Roche en doa implijet teknikoù al livourien flamank eus ar XVvet kantved, evel ar glasis, evit sevel e oberennoù. Warno e kaver ivez e-leizh a arlivioù glaz ha follennoù aour e-barzh tudennoù ha munudoù zo.