Mont d’an endalc’had

Auguste Prusia

Eus Wikipedia
Auguste von Preußen (1780-1841)

Auguste Prusia (Auguste von Preußen pe Auguste Christine Friederike, Prinzessen von Preußen hec'h anv leun en alamaneg), ganet e Potsdam d'ar 1añ a viz Mae 1780, ha marvet e 1841 e Kassel, a oa ur briñsez eus Prusia, deuet da vout priñsez Hessen-Kassel dre ma oa pried d'ar priñs-dilenner Wilhelm II Hessen-Kassel.

Merc'h e oa da Frederig Gwilherm II Prusia ha da Friederike Louisa von Hessen-Darmstadt (1751–1805).

Brudet e oa he saloñs ma tegemere arzourien, ar politikour Joseph von Radowitz hag ar vreudeur Grimm aliezik.

E 1806, pa voe aloubet Hessen gant armeoù gall an impalaer Napoleon, edo Auguste en Berlin gant he bugale, met ne dec'has ket pa dostaas an enebourien ha chom a reas e Berlin dre ma oa brazez pa voe kemeret gante. Gwarded c'hall a voe lakaet da ziwall an ti urzh ganto d'he lezel e peoc'h.

Aloubet Hessen, bro he fried, ha Prusia, hini he zad, harluet he ziegezh, e oa berr ar gwenneien ganti, ma c'houlennas Auguste emgav gant Napoleon. Erruout a reas-hi dirakañ gant he bugel nevez c'hanet war he brec'h, ur bugel all ouzh he dorn, ha goulenn a reas skoazell arc'hant a voe roet dezhi .
Goude ganedigezh he bugel diwezhañ e 1806, e torras pep darempred gant he fried Wilhelm harluet. Pa zistroas e 1815 e chomjont dispartiet, hep dizimeziñ


Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E C'hwevrer 1797, d'he 17 vloaz, e timezas Auguste e Berlin da Wilhelm II Hessen-Kassel, mab henañ Wilhelm IX, Landgrav Hessen-Kassel. En 1803 e voe anvet al landgrav da briñs-dilenner, hag ar priñs Wilhelm II a renas war-lerc'h marv e dad e 1821.

C'hwec'h bugel o doe William and Augusta:

Un toullad mizioù goude marv Auguste ec'h addimezas Wilhelm d'e bried-kleiz Emilie Ortlöpp, kontez Reichenbach-Lessonitz (1791-1843), hag eizh bugel o doe.

Levrlennadur en alamaneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gerd Fenner, Ewald Grothe, Marianne Heinz und Heidrun Helwig: Kurfürstin Auguste von Hessen (1789–1841) in ihrer Zeit. Hrsg. v. Bernhard Lauer. Kassel: Brüder-Grimm-Gesellschaft Kassel 1995.
  • Ewald Grothe: Kurfürstin Auguste von Hessen-Kassel und der Schönfelder Kreis. In: Bernd Heidenreich (Hrsg.): Fürstenhof und Gelehrtenrepublik. Hessische Lebensläufe des 18. Jahrhunderts. Wiesbaden 1997, S. 53–60.
  • Ewald Grothe: Auguste. In: Kassel Lexikon. Hrsg. v. der Stadt Kassel. Bd. 1. Kassel 2009, S. 51f.
  • Philipp Losch: Auguste, Kurfürstin von Hessen. In: Ingeborg Schnack (Hrsg.): Lebensbilder aus Kurhessen und Waldeck 1830–1930. Bd. 1, Elwert & Braun, Marburg 1939, S. 6–8 (PDF).