Atlas Rannyezhoù ar Brezhoneg : Sintaks
Atlas Rannyezhoù ar BREzhoneg: Sintaks, berraet ar gwreskanv ARBRES, a zo ur raktres etreskolveuriat ha digor d'an holl diwar-benn kevreadur ar brezhoneg, dispaket ha konduet war ul lec'hienn heñvelanv. Krouet e voe e 2007, hag abaoe 2009 emañ dindan atebegezh Mélanie Jouitteau, a felle dezhi ober un taol-arnod e framm ar skiant digor.
Endalc'h al lec'hienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Holladurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo al lec'hienn gant ar meziant embann Wikimedia ken eo posubl da neb a gar degas kemmoù da bajenn pe bajenn. Koulskoude e vez kontrollet pizh ar pajennoù yezhadur gant Mélanie Jouitteau. Pourveziñ a ra ur yezhadur bras eus ar brezhoneg, 5000 pennad ennañ, hag un hollad loazioù evit kas enklaskoù war gevreadurezh furmel ar brezhoneg.
Yezhadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Termenet eo pal ar yezhadur enlinenn dastum un dafar diwar-benn argemm yezhadurezh ar parlantoù brezhonek, ha diouzh-se pourveziñ ur yezhadur enlinenn, digoust, sklaer, gouiziek ha gant daveennoù d'ar studioù yezhadur kent, pe deskrivañ pe furmel. Enkorfet eo elfennoù morfologiezh hag ar c'heriaoueg ma tegasont sklerijenn
Yezhourien berzhiad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mélanie Jouitteau, CNRS, UMR 5478, Arnodva IKER