Mont d’an endalc’had

Atlas Linguistique et Ethnographique de la Bretagne Romane, de l'Anjou et du Maine

Eus Wikipedia

An Atlas linguistique et ethnographique de la Bretagne Romane, de l’Anjou et du Maine (anavezet ivez evel ALBRAM) zo un atlas yezhoniel, un dastumad kartennoù a ziskouez penaos e kemm ar parlantoù hag ar rannyezhoù romanek eus an eil lec'h d'egile, e Breizh-Uhel, en Anjev hag e Maine.

Savet eo bet al labour-se gant Gabriel Guillaume, Jean-Paul Chauveau ha Renée Lagrange-Barreteau. Ouzhpenn 5000 goulenn o deus savet e 125 lec'h enklask disheñvel. Div levrenn zo deuet er-maez :

  • levrenn I : "la flore" (ar plant), kartennoù 1-280 ; embannet e 1975 gant ar CNRS (peurwerzhet)
  • levrenn II : "la flore, la terre, le temps, la maison" (ar plant, an douar, an amzer, an ti), kartennoù 281-592 ; embannet e 1983 gant ar CNRS (peurwerzhet)

Div levrenn all a vefe da zont er-maez c'hoazh, al levrenn III (ar binvioù, ar boued, an dilhad) hag al levrenn IV (al loened, ar c'horf hag ar spered, an dud).