Mont d’an endalc’had

Atlas Linguarum Europae

Eus Wikipedia


An Atlas Linguarum Europae (ALE) zo ur raktres atlas yezhoniel a oa bet boulc'het e 1970 gant skoazell UNESCO hag embannet a-strobadoù adalek 1975 betek 2015. Latin evit  Atlas Yezhoù Europa  eo anv ar raktres-se.

Plediñ a ra gant ar c'hwec'h familh yezhoù a zo en Europa : altaek, euskareg, indezeuropek, kaokaziek, ouralek ha semitek ; rannet eo ar familhoù-se etre 22 strollad yezhoniel, enno 90 yezh ha rannyezh. E 2 631 lec'h e veze dastumet ar stlennoù gant 47 poellgor broadel ha 4 foellgor evit ar yezhoù bihanniverek.

C'hwec'h lec'h zo bet diuzet gant skipailh an ALE evit a sell ouzh ar brezhoneg[1].

E dibenn ar bloavezhioù 1930 e kinnigas ar yezhoniour rusian Roman Osipovich Jakobson (1896-1982) sevel un atlas yezhoniel evit Europa, met da get ec'h eas ar raktres en abeg d'an Eil Brezel-bed. Adlañset e voe ar mennad e 1965 gant ar yezhoniour italian Mario Alinei (1926-2018) da geñver Eil Kendalc'h Etrebroadel er Rannyezhourien e Marburg.
Kadoriad an ALE e voe M. Alinei betek 1997. War e lerc'h e voe ar yezhoniour alaman Wolfgang Viereck (1937-2018 ; kadoriad 1999-2005) hag ar yezhoniour rouman Nicolae Saramandu (*1941 ; beskadoriad 2001-2003, kadoriad adalek 2004).

Hervez damkaniezh Mario Alinei, an darn vrasañ eus ar pezh a ya d'ober pep yezh europek zo diazezet war ul "lusked hud-ha-relijiel" a zo koshoc'h eget emastenn ar gristeniezh hag an islam[2]. Diwezhatoc'h, W. Viereck a skrivas a-zivout levezon ar relijionoù war ar yezhoù[3].

An atlas yezhoniel kentañ a zo bet savet dre urzhiataerioù e oa Atlas Linguarum Europae.

Hentenn labour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Atlasoù yezhoniel zo bet embannet a-raok Atlas Linguarum Europae ; n'eo ket disheñvel-bras hentenn skipailh ALE diouzh hini e gentidi.

Ur c'houlennaoueg 546 goulenn zo bet savet, a denn da veizadoù boutin d'an holl sevenadurioù europek, a-gevret gant tresadennoù dialc'hwez. An dud aterset a lavar en o yezh anv an dra a zo diskouezet dezho ; enrollet ha skrivet e vez an distagadur.
Gant e reizhiad treuzskrivadur soniadel dezhañ e ra an ALE, hogen diazezet eo war al lizherenneg soniadel etrebroadel, gant meur a gemmadenn.

Meizadoù
  • An hollved : an oabl, an egor, liv an amzer, dourioù, mein, glasvez, loened doñv ha loened gouez, etc..
  • Mab-den : korf, skiantoù, yec'hed, dilhad, etc. ; soñjoù, eñvor, santadoù, buhezegezh, etc. ; labour-douar, tiez, fardañ boued ha dilhad, etc. ; framm ar gevredigezh, buhez sokial, tiegezh, etc..

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant skipailh ALE ez eo bet savet pep embannadenn.

  • Pennad kinnig. Assen : Van Gorcum, 1975.
  • Kentañ goulennaoueg. Assen : Van Gorcum, 1976.
  • Eil goulennaoueg. Assen : Van Gorcum, 1979.
  • Levrenn I / strobad 1 : kartennoù ha displegadennoù. Assen : Van Gorcum, 1983.
  • Levrenn I / strobad 2 : kartennoù ha displegadennoù. Assen & Maastricht : Van Gorcum, 1986.
  • Levrenn I / strobad 3 : kartennoù ha displegadennoù. Assen : Van Gorcum, 1988.
  • Levrenn I / strobad 4 : kartennoù ha displegadennoù. Assen & Maastricht : Van Gorcum, 1990.
  • Levrenn I / strobad 5 : kartennoù ha displegadennoù. Roma : Poligrafico, 1997.
  • New Perspectives in Geolinguistics. Roma : Poligrafico, 1997.
  • Levrenn I / strobad 6 : kartennoù ha displegadennoù. Roma : Poligrafico, 2002.
  • Levrenn I / strobad 7 : kartennoù ha displegadennoù. Roma : Poligrafico, 2007.
  • Levrenn I / strobad 8 : kartennoù ha displegadennoù. București : Editura Universității din București, 2014.
  • Levrenn I / strobad 9 : kartennoù ha displegadennoù. București : Editura Universității din București, 2015

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Réseau des points d'enquête p. 299.
  2. Alinei 1997.
  3. Viereck 2006.