Athene blewitti
| |||
---|---|---|---|
Athene blewitti
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Strigiformes | ||
Kerentiad : | Strigidae | ||
Genad : | Athene | ||
Anv skiantel | |||
Athene blewitti (Hume, 1873) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Athene blewitti[1] a zo ur spesad evned-preizh noz eus ar c'herentiad Strigidae.
Anvet e voe Heteroglaux Blewitti (kentanv) da gentañ-penn (e 1873) gant ar skiantour breizhveuriat Allan Octavian Hume (1829-1912) da zougen bri d'an naturour amatour breizhveuriat William Turnbull Blewitt (1816-1889)[2].
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gaouenn vihan (20-23 cm ha 240 gramm) tev he fenn ha berr he lost eo Athene blewitti, kludet war pavioù hir pluñvek. Louet ha gell splann eo laez he c'horf, arwenn an traoñ anezhañ ; marellet gwenn eo laez he esskell ha stank eo ar barrennoù du war o fennoù. Gwenn eo he c'hof gant roudennoù gell war ar c'hostezioù. Gwenn eo kantenn he dremm tro-dro d'he daoulagad melen. Melen ha rous eo he figos.
Noz ha deiz e vez oberiant al labous.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar c'hlazarded peurvuiañ ha kemer divellkeineged, krignerien, laboused ha raned ivez.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ur c'hantved ez eus bet kredet e oa aet ar spesad da get, betek ma voe gwelet e 1998 ; heuliet a-dost e vez bremañ.
Brosezat eo ar spesad e koadegi kreiz India, etre 200 ha 700 metr uhelder ; seizh tiriad pell an eil re diouzh ar re all zo bet kavet hag a vez evezhiet.
War zigresk emañ ar boblañs, a zo brasjedet e-tro 400 – muic'h eget 250 a-dra-sur – abalamour d'an digoadañ ha d'ar chase[3],[4].
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz C'hwevrer 2018 e voe embannet disoc'h labourioù kaset da benn gant ur skipailh klaskerien renet gant ar skiantour indian Pankaj Koparde[5]. Da-heul e voe divizet gant an International Ornithological Congress diblasañ ar spesad Heteroglaux blewitti — an hini nemetañ er genad Heteroglaux betek neuze — d'ar genad Athene.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Heteroglaux blewitti el lec'hienn BirdLife International.
- (en) GBIF | Global Biodiversity Information Facility
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) James A. Jobling, Helm Dictionary of Scientific Bird Names, Bloomsbury Publishing, 2010, pajenn 73.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Athene blewitti.
- ↑ (en) IUCN Red List
- ↑ (en) The critically endangered forest owlet Heteroglaux blewitti is nested within the currently recognized Athene clade: A century-old debate addressed., PLoS One, miz C'hwevrer 2018