Mont d’an endalc’had

Astra 44

Eus Wikipedia
Astra 44
Skeudenn ar pennad Astra 44Ur revolver Astra 44
Kinnig
Broioù Banniel Euskal Herria Euskal Herria
Banniel Spagn Spagn
Doare Revolver daou-ober
Munisionoù .44 Magnum
.41 Magnum (Astra 41)
.45 Long Colt (Astra 45)
Produer Astra y Unceta, Cía
Mare produiñ 1980 - 1989
Pouez ha muzulioù
(hervez hirder ar c'hanol)
Mas (hep kartouchenn) 1,28 kg / 1,31 kg
Hirder 293 mm / 356 mm
Hirder ar c'hanol 152 mm / 216 mm
Perzhioù all
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An Astra 44, lesanvet ivez Terminator, zo ur revolver daou-ober produet etre 1980 ha 1989 gant an embregerezh euskarat Astra y Unceta, Cía (Gernika, Euskal Herria). Kambret eo e .44 Magnum, ha gwerzhet e voe e daou hirder kanol (152 mm ha 216 mm). Awenet eo gant ar Smith & Wesson Model 29. Daou adstumm anezhañ a voe gwerzhet : an Astra 41 e .41 Magnum, hag an Astra 45 e .45 Long Colt. Gwerzhet e voe er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1980 gant an dasparzher Lew Horton[1].

  1. (en) HOGG Ian, Astra .44 Magnum Revolver, Combat Operators, 28/03/2025 (lennet d'an 02/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan