Mont d’an endalc’had

Astra 400

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Astra 300)
Astra 400
Skeudenn ar pennad Astra 400Ur bistolenn Astra 400
Kinnig
Broioù Banniel Euskal Herria Euskal Herria
Banniel Spagn Spagn
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil, morzhol diabarzh
Munisionoù 9 × 23 mm Largo
9 × 19 mm Parabellum (Astra 600)
.32 ACP, .380 ACP (Astra 300)
Produerien Astra y Unceta, Cía
Uzin armoù Alginet
Francisco Ascasso
Mare produiñ 1921 - 1946
Niver produet 105.275
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù)
Mas (hep kartouchenn) 1,015 kg
Hirder 150 mm
Hirder ar c'hanol 224 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 335 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Adstumm Astra 600, Astra 300, Astra 400 Target
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An Astra 400 zo ur bistolenn damaotomatek un-ober produet adalek 1921 gant an embregerezh euskarat Astra y Unceta, Cía (Gernika, Euskal Herria). Er memes bloaz e voe choazet evel arm-dorn standart gant arme Spagn, goude ur genstrivadeg, dindan an anv Pistola de 9 mm modelo 1921. Kalz a skouerennoù anezhi a voe produet betek 1946, ha servijout a reas da skouer e-pad brezel Spagn, en daou du. Lesanvet eo bet Puro ("segalenn") pe Astrona gant ar stourmerien, hag an dastumerien hiziv an deiz[1].

An Astra 400 zo ur bistolenn un-ober, dezhañ ur morzhol diabarzh hag ur sistem tennata dre argil. kambret e 9 mm Largo, ur c'halibr hag a oa standart en arme spagnolat abaoe deroù an XXvet kantved dija. Ur arm ponner, solut ha fiziapl e oa, brudet evit gellet tennañ munisionoù 9 mm all evit e re orin hep ne vije ret kemmañ an arm, en o zouez an 9 mm Parabellum, an 9 mm Steyr pe an .380 ACP[2]. Ur c'harger 8 kartouchenn zo dezhi, met kargerioù 16 pe 20 tenn zo bet produet gant ar Republik da vare ar brezel diabarzh[3].

Diwar c'houlenn an arme alaman da vare an Eil Brezel-bed, a rae dija gant an Astra 400 met o doa bet kudennoù en ur implijout o munisionoù 9 mm Parabellum enne, Astra y Unceta a savas e 1943 an Astra 600, ur stumm savet a ratozh evit ar munision standart alaman. Ur stumm godell berroc'h, an Astra 300, kambret e .32 ACP ha .380 ACP, hag ijinet abretoc'h (1923), a voe gwerzhet d'an Alamaned ivez d'ar mare-se[3].

E 1945, bloaz a-raok e vije paouezet gant produiñ an arm, un nebeud skouerennoù eus ur stumm anvet Astra 400 Target a voe graet ivez, evit ar sportoù tennañ. Gwellaet e oa bet e gouch ha skañvaet pouez-loc'hañ e zraen[4].

Produiñ hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

105.275 skouerenn eus an Astra 400 a voe produet en holl etre 1921 ha 1946. E-pad brezel Spagn e istimer e oa ur 25.000 bennak etre daouarn ar republikaned, ha tro 20.000 gant ar frankisted. D'ar poent-se e voe produet an Astra 400 e daou lec'h ouzhpenn gant ar republikaned : València (stumm merket R.E., República Española, war-dro 15.000 skouerenn), ha Tarrasa (Barcelona, stumm merket Francisco Ascaso izeloc'h e galite ha pourveziet d'an anarkourien katalan)[3]. An daou stumm zo heñvel ouzh an Astra 400 war-bouez o rizennoù e diabarzh o c'hanolioù.

Tennet e voe an arm eus ar servij ofisiel en arme spagnolat e 1946, ha paouez a reas e broduiñ er memes bloaz. Goude an Eil Brezel-bed e voe rediet Alamagn da adwerzhañ kalz skouerennoù eus an Astra 600 da vorlu Portugal, hag a re a chome gante a voe roet d'ar polis alaman dindan an anv Pistole 3. Arme Chile a reas gant an arm ivez[3].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Astra 400 a weler e meur a film, en o zouez Land and Freedom, sevenet gant Ken Loach e 1995. Gellet a raer c'hoari ganti e World of Guns: Guns Disassembly[5].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) PISTOLA ASTRA, MODELO 1921, CALIBRE 9 MM LARGO, Amonio (lennet d'ar 17/06/2025)
  2. (en) POPENKER Maxim, Astra mod. 400 and 600, Modern Firearms (lennet d'ar 16/06/2025)
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 (es) Pistola Astra 400. Historia de una leyenda., Armas de Fuego, 22/09/2012 (lennet d'ar 17/06/2025)
  4. (en) McCOLLUM Ian, From Service Sidearm to Match Gun: the Astra 400 Target Model, Forgotten Weapons, 26/08/2022 (lennet d'ar 16/06/2025)
  5. (en) Astra 300/400/600, IMFDB (lennet d'ar 15/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan