Mont d’an endalc’had

Artio

Eus Wikipedia
An doueez Artio e Mirdi Istor Bern
Enskrivadur Weilerbach

Artio a oa un doueez keltiek, Dea Artio hec'h anv er sevenadur galianroman. Dre enskrivadurioù en Alamagn hag un delwenn bet kavet e Suis ez eo anavezet.

Artiō eo anv galianek an doueez, eus ar wrizienn gentindezeuropek *h₂ŕ̥tḱos "arzh", a roas ar wrizienn kentkeltiek art-, heñvelster, alese er yezhoù kozh (br) ard, (cy) arth, (ga) art ; an hevelep gwrizienn gentidezeuropek a roas ar ger euskarek hartz, "arzh" ivez[1],[2].

Da loened nevet e veze lakaet an arzhed en Europa kent donedigezh ar relijion gristen. Arouez ar rouaned e oa al loen-se (soñjit en Arzhur), hag azeulet e vezent[3],[4]. En heniwerzhoneg e troas art "arzh" da heñvelster gant dia, "doue"[5].
E Galia ez eo ar barez a vije bet lakaet da zoueez hag anvet dea Artio[6] ; doueez an Natur e oa Artio, aroueziet gant un arzhez, n'eo ket an doueez-arzhez, a zo arta e galianeg[7],[8].

Meur a desteni zo bet kavet en Alamagn hag e Suis, an holl war diriad ar Gelted Treveri en Alamagn, hag unan e bro an Helvetii.

Alamagn

Hini Weilerbach zo bet engravet en ur roc'h en ur goadeg gant un den anvet Biber pa oa deuet da azeuliñ an doueez Artio ; war tu kleiz an engravadur ez eus ur morzhol, arouez Sukellos, doue kelt ar c'hoadeier, hag un enskrivadur all a c'heller c'hoazh lenn : [t]ertinus [u]rsulus, ma'z eo Ursulus anv un den a zo deveret eus ursus, "arzh".

Suis

Artio zo un delwennig arem 19 cm he uhelder ha 16,6 cm he hirder, a ziskouez un arzh pe un arzhez, pevar fav war an douar, penn savet ha genoù digor ; ur wezenn frouezhek zo a-drek al loen, a hañval komz ouzh ur vaouez azezet war ur gador dirazañ. Evit doare ez eus frouezh war barlenn ar vaouez. Ur sichenn arem zo d'an delwenn, ma lenner deae artioni - licinia sabinilla "D'an doueez Artio a-berzh Licinia Sabinilla"[12]. Daou zoare zo da gompren en delwenn-se :

  • ar vaouez eo an doueez, gwarezerez an arzhed, a zo o vagañ al loen ;
  • al loen — un arzhez neuze — eo an doueez, he deus roet frouezh da Licinia Sabinilla ;

Hervez an henoniourez suis Annemarie Kaufmann-Heinimann ez eo ar vaouez hag al loen div skeudenn eus an doueez Artio[13].

An arzh dirak iliz Andlau

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Doueez ha gwarezez an Natur e oa Artio (evel an Artemis c'hresian hag an Diana roman), aroueziet gant al loen kreñvañ a anavezed en Europa : an arzh.

Gant Kelted Suis, Alamagn ha Belgia e veze azeulet, ha pell goude donedigezh ar relijion gristen ez eo chomet an azeulerezh-se.

En Elsàss ivez e veze azeulet Artio gant ar pobladoù kelt a veve eno er I kantved kt JK : ar Sequani en Owerèlsass, kaset di gant an Aedui, hag ar Mediomatrici en Underelsàss goude bout argaset gant ar Velged[14]. En Elsàss bepred, e kêr Andlau (Underelsàss), ez eus un abati a voe diazezet er bloaz 880 gant an impalaerez Richardis Swabia, pried Karl III, goude he c'hejadenn ouzh un arzhez. En Andlau e varvas ha da santez e voe lakaet e 1049. E kev iliz Andlau e c'heller gwelet un delwenn eus an arzhez bet kizellet er mare galianroman. En tu all d'ar vojenn ez eo bet furchet gwele an iliz gant henoniourien, hag un neved keltiek gouestlet da Artio o deus kavet dindanañ[15].

E-kichen Bern e voe kavet he delwenn, a voe teuzet tost da vil bloaz kent d'an dug Berchtold V Zähringen (~1160-1218) diazezañ kêr e 1191 goude kejet ouzh un arzh c'hoazh, alese anv ar geoded nevez, Bär / Bern "Arzh".

C'hoantek ma oant da ziazezañ o galloud dre o relijion en ur flastrañ kement azeulerezh kent, ar gristenien a zeuas a-benn da lakaat al leon — dianav en Europa — da roue al loened. Mousgoapausoc'h a-se eo gwelet un arzh azezet e-tal iliz Andlau.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Arbois de Jubainville, Henri d' (1906). Les druides et les dieux celtiques à forme d'animaux. Hespérides Éditions, 2012 (ISBN 978-2-9535065-3-2) En-linenn. Kavet : 19 Du 2021.
  • (fr) Delamarre, Xavier & Lambert, Pierre-Yves. Dictionnaire de la langue gauloise — Une approche linguistique du vieux-celtique continental. Leiden : Errance, 2008 (ISBN 978-2-87772-369-5)
  • (fr) Duval, Paul Marie. Les dieux de la Gaule. Paris : Payot, 1976 (ISBN 978-2-228-32980-4)
  • (en) Deyts, Simone. Images des Dieux de la Gaule. Paris : Éditions Errance, 1992 (ISBN 978-2-87772-067-0)
  • (fr) Fornasier, Bruno. Les fragments architecturaux des arcs triomphaux en Gaule romaine. Besançon : Presses universitaires de Franche-Comté, 2003 (ISBN 978-2-84627-090-8)
  • (en) Green, Miranda. Animals in Celtic Life and Myth. London : Routledge, 1998 (ISBN 978-0-415-18588-2)
  • (la) Hirschfeld, Otto. Corpus inscriptionum Latinarum. Inscriptiones trium Galliarum et Germaniarum Latinae. Pars I: Inscriptiones Aquitaniae et Lugdunensis. Berlin : De Gruyter, 1967 (ISBN 978-3-11-001405-1)Enkargañ. Kavet : 19 Du 2021.
  • (de) Kaufmann-Heinimann, Annemarie. Dea Artio, die Bärengöttin von Muri: römische Bronzestatuetten aus einem ländlichen Heiligtum. Bern : Bernisches Historisches Museum, 2002 (ISBN 978-3-0340-0544-9)
  • (en) Maier, Bernhart. Dictionary of Celtic Religion and Culture. Woodbridge : Boydell & Brewer Ltd, 2000 (ISBN 978-0-85115-660-6)
  • (en) Matasović, Ranko. Etymological Dictionary of Proto-Celtic. Leiden : Brill, 2008 (ISBN 978-90-04-17336-1)
  • (fr) Pastoureau, Michel. L'ours – Histoire d'un roi déchu. Paris : Seuil, 2007 (ISBN 978-2-02-021542-8)
  • (en) Ross, Anne. Pagan Celtic Britain. Chicago : Chicago Review Press, 2005 (ISBN 978-0-89733-435-8)
  • (en) Stokes, Whitley (1862). Three Irish Glossaries. Burnham-on-Sea : Llanerch Press, 2000 (ISBN 978-1-86143-089-2)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Delamarre & Lambert, 2008.
  2. Matasović 2008.
  3. Ross 2005.
  4. Pastoureau 2007.
  5. Stokes 1862
  6. D'Arbois 1906.
  7. Duval 1976.
  8. Green, 1998.
  9. Hirschfeld 1967, CIL XIII, 4203.
  10. Hirschfeld 1967, CIL XIII, 11789.
  11. Hirschfeld 1967, CIL XIII, 4113.
  12. 12,0 ha12,1 Hirschfeld 1967, CIL XIII, 5160.
  13. Kaufmann-Heinimann, 2002.
  14. (fr) Normand, Bernard. 'L'Alsace celtique'. Kavet : 19 Du 1021.
  15. (fr) Sommer, E.. Les sculptures romanes de l'église abbatiale d'Andlau. En abati, 1989 (ISBN 978-2-9504798-0-8)