Artemisia II

Eus Wikipedia

Artemisia o vont da evañ ludu he fried Mausolos (war-dro 1630), lakaet war-gont Francesco Furini.
Sede pelec'h e oa Halikarnassos.
Patrom ar Mausoleum e Miniatürk, Istanbul.

Artemisia II Karia (Ἀρτεμισία / Artemisía e gregach), marvet war-dro 350 kent JK a oa c'hoar ha pried d'ar roue Mausolos, en Halikarnassos, ha rouanez e voe war e lerc'h.

Merc'h e oa da Hekatomnos, roue Karia. Ur c'hoar yaouankoc'h he doa, anvet Ada.

Marv he fried[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo en istor abalamour d'ar glac'har bras he doe da varv he fried Mausolos, e 353 kent JK, a oa breur dezhi. Kontet e voe e veske e ludu korf he gwaz bemdez en he banne.

Lakaat a reas sevel ur bez bras d'he breur ha pried, anvet Mozoleon Halikarnassos (Μαυσωλεῖον τῆς Ἁλικαρνασσοῦ), a oa unan eus seizh marzh ar bed. Dizemglev zo etre an istorourien war gement-se avat.

Rodos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aloubiñ a reas Enez Rodos emsavet evit he frankiz ha skoazellet gant Demostenes, ha kemer a reas un toullad keodedoù hellazek en Ionia.

Ren a reas war-lerc'h he gwaz adalek -353 betek he marv e -351.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e -351. War he lerc'h e renas Idrieus hag Ada, breur ha c'hoar ha priedoù.

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo hec'h anv gant Plinius an Henañ, Aulu-Gelle, Valerius Maximus. Brudet e voe adarre da vare an Azginivelezh goude meneget gant Boccaccio, e-barzh De mulieribus claris.


Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.