Mont d’an endalc’had

Arsanailh Roazhon

Eus Wikipedia
Kazarn an arsanailh ha straed Inkermann (war-dro 1904-1917).

Arsanailh Roazhon, bet anvet ivez Atelier de Construction de Rennes, a oa un arsanailh staliet e mervent Roazhon hag e Sant-Jakez-al-Lann. Produiñ a reas munisionoù ha dafar all evit an arme c'hall etre kreiz ar bloavezhioù 1840 ha 2000.

En XVIIIvet kantved e voe meur a vrezel etre ar Rouantelezh c’hall ha Bro-Saoz, ar Brezel Seizh Vloaz (1756-1763) hag ar brezel war-vor (1778-1783) en o zouez. E 1777 e voe divizet lakaat sevel teuzerezh Antrig (e Antr, e Bro-Naoned, war ribl al Liger) evit pourveziañ ar Morlu gant kanolioù. Adalek 1778 e voe boulc’het raktres un arsanailh all, en douaroù, evit gwareziñ anezhañ diouzh an tagadennoù adalek an aodoù[1].

Roazhon a voe dibabet, abalamour d’ar gêr bezañ aes da zaremprediñ eus an aod hag eus kêrioù all a-drugarez da hentoù gwelloc’h. E deroù an Dispac’h gall e servijas kêr da zegemer soudarded ha da greizennañ dafar evit an arme. Pa voe disklêriet adarre ar brezel da Vro-Saoz e 1793 e voe staliet un arsanailh kentañ e savadurioù an Hôpital Général. Un dekred a voe embannet e 1798 gant an Directoire evit trebadekaat al lec’h, en ur sevel ur skol hag un arsanailh kanolierezh er gêr. Ne grogas ket al labourioù koulskoude abalamour d’an diouer a arc’hant[1].

Savadurioù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dismantroù savadurioù e-lec'h ma veze berniet munisionoù (2009)

E 1832 e voe studiet penaos sevel un arsanailh nemetken. E 1844 a voe pozet maen kentañ ar savadurioù, a oa soñjet evit degemer 320 micherour. Roll an arsanailh e oa pourveziañ pezhioù kanolioù evit gellet difenn an aodoù eus genoù ar Saena betek hini ar Gironde. Brasaet e voe al lec’h e 1859 c’hoazh : triwec’h devezh-arat e oa neuze, etre ar vali Sebastopol hag ar vali La Tour d’Auvergne[1].

E 1856 e voe prenet tachennoù e kêriadennig La Courrouze, a oa pell diouzh kreiz-kêr neuze, evit sevel magajennoù poultr eno. Un hent-houarn a voe savet war ar prim e 1871 evit goulloiñ dafar an arsanailh ha kas anezhañ da lec’h all, pa oa ar Brusianed o tostaat ouzh Breizh[1].

Diorren goude brezel 1870-1871

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel a-enep Prusia (1870-1871) e voe divizet kreñvaat nerzh milourel Bro-C’hall. 6,5 hektar a voe prenet tro-dro d’ar magajennoù poultr evit sevel ur gargousserie[2] (e-lec’h ma veze leuniet ar munisionoù gant poultr) hag ur gartoucherezh (e-lec’h ma veze bodet elfennoù ar munisionoù). D’ar mare-se e oa tachenn Roazhon o ledañ, hag en em gavout a reas daou lec’h an arsanailh er gêr da vat. Strivoù a voe graet e dibenn an XIXvet kantved evit aozañ gwelloc’h al liamm etre atalieroù hag an arsanailh[1].

Fuzuilhoù alaman Gewehr 98 seziset war an tachennoù-emgann, kempennet en arsanailh evit bezañ adimplijet gant ar C'hallaoued (1916).

Just a-raok deroù ar Brezel-bed Kentañ e oa 1300 micherour o labourat e arsanailh Roazhon. E-pad ar brezel e voe brasaet a galz. Pevar devezhiad-arat magajennoù hag atalieroù a voe savet. Unnek hektar a voe prenet e Sant-Jakez-al-Lann evit stokiñ ar munisionoù produet. E 1917 ha 1918 e laboure 18.000 den en arsanailh en holl[1]. Produet e veze obuzioù evit ar c'hanol 75 mm eno ; 400.000 douilhez evit ar munisionoù-mañ a voe savet e-pad ar bloavezh 1917 da skouer[3]. 35% eus ar vicherourien a oa merc'hed. Lod anezhe a oa o labour kargañ an obuzioù gant melinit, un danvez-tarzh melen dañjerus evit ar yec'hed. « Munitionettes » a voe graet anezhe. War-dro 2000 Tunizian, 1000 Italian hag un nebeud kantadoù a Sinaiz a labouras war al lec'h ivez. Un harz-labour a voe e miz Even 1917, e-touez ar micherourezed dreist-holl, evit goulenn ur c'hresk war ar goproù. Trec'h e voent[4].

Etre an daou vrezel-bed e sioulaas an obererezh en arsanailh, a brodue kartouchennoù evit armoù hiniennel hepken. 44 hektar tachenn a voe feurmet evit oberioù all. Kamp Verdun (war-hed ar vali Jean Mermoz hiziv an deiz) a zegemeras repuidi eus Spagn e dibenn ar bloavezhioù 1930[1].

E 1938 e adkrogas Bro-C’hall da broduiñ armoù a-yoc’h abalamour da c'hourdrouzioù an Trede Reich. 24 hektar a voe prenet evit sevel ur gartoucherezh nevez. Ne oa ket echuet pa erruas an arme alaman en arsanailh, d’an 18 a viz Even 1940. Implijet e voe al lec’h gant an Alamaned a-hed an Eil Brezel-bed, met n’eo ket sklaer evit petra. Ar mekanikoù hag an dafar modern a voe kaset da Alamagn. En nozvezh etre an 3 hag ar 4 a viz Eost e voe lakaet ar magajennoù munisionoù da darzhañ gant ar Wehrmacht. Tan a voe lakaet e kalz savadurioù eus an arsanailh ivez. Implijet e voe al lec’h gant melestradurezh an arme betek an 18 a viz Even 1945[1].

Diskar e eil hanterenn an XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Dieubidigezh, da c’hortoz e vije adlañset ur programm adarmiñ gant Bro-C’hall, ar Ministr Charles Tillon a zivizas e vije produet madoù all gant an arsanailhoù. Hini Roazhon a broduas neuze turgnoù horolajerezh, haderezioù hag hejerezioù, a veze kaset da URSS da skouer[5]. Adalek 1947 e voe adlañset produerezh an douilhezioù ha kargañ ar munisionoù. War-dro 1960 e c’halle an uzin produiñ 110 douilhez e laton ha 70 e dir bep eurvezh, evit obuzioù 75 mm. 970 den a laboure war al lec’h neuze. D’ar c’houlz-se e krogas an arme da werzhañ tachennoù tro-dro d’an arsanailh, ha ledanaet e voe e oberioù : adkarroù milourel a voz savet da skouer[1].

Etre 1960 ha 1966 e voe digoret ur greizenn stummañ gant an arsanailh, e bali La Tour d'Auvergne. 20 deskard a veze dibabet bep bloaz[5]. E 1968 e voe dilezet ar c’hargañ munisionoù gant poultr en arsanailh abalamour ma oa kêr Roazhon o ledañ hag o tostaat ouzh ar savadurioù. Digreskiñ a reas obererezhioù an atalieroù betek 2000, pa voe serret da vat[1].

Savadurioù war sevel e karter ar Courrouze (2009)

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c’harter nevez-flamm, La Courrouze, zo bet savet e plas an arsanailh adalek eil hanterenn ar bloavezhioù 2000. Roudoù a gaver eus an arsanailh hiziv an deiz e anv ur c’harter (Cleunay-Arsenal-Redon) e mervent ar gêr[6]. Ur straed nevez, digoret da vare sevel karter ar Courrouze, a zo bet anvet straed ar Munitionettes gant kuzul-kêr Roazhon e 2010[7].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Kevredigezh "Mémoire Arsenal-Courrouze" ha Christine Barbedet, L'arsenal de Rennes de 1793 à nos jours, Les Éditions de Juillet, 2012, 257 p., ISBN 978-2-36510-013-7

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 (fr) CURACULL Jérôme, Sous la Courrouze la mémoire de l’arsenal de Rennes, Place Publique, mizioù Du-Kerzu 2010 (lennet d'ar 15/09/2025)
  2. ↑ A chom da dreiñ.
  3. ↑ (fr) CASSARD Jean-Christophe ha MONNIER Jean-Jacques (kenurzhierezh), Toute l'histoire de Bretagne, Skol Vreizh, 2003, ISBN 2-911447-83-2, p. 574
  4. ↑ (fr) CURACULL Jérôme, Arsenal : des obus de 75 aux portes de la ville, Place Publique, mizioù Gouere-Eost 2014 (lennet d'ar 15/09/2025)
  5. 1 2 (fr) Les anciens apprentis se souviennent de l’Arsenal de Rennes, Ouest-France, 26/05/2023 (lennet d'ar 16/09/2025)
  6. ↑ (fr) RICHARD Fabienne, Quand 18 000 ouvriers fabriquaient des munitions : l’histoire méconnue de l’arsenal de Rennes, Ouest-France, 06/08/2025 (lennet d'ar 15/09/2025)
  7. ↑ (fr) 15 PROPOSITIONS de DENOMINATIONS, war lec'hienn ar gevredigezh Association mémoire "Arsenal - Courrouze" Rennes (lennet d'ar 16/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan