Mont d’an endalc’had

Arouezlun

Eus Wikipedia

Un arouezlun zo un arouez hag a daolenn ur mennozh. Graet e vez gant arouezlunioù e reizhiadoù skrivañ implijet c'hoazh hiziv an deiz (sinalunioù, kanji japanek) pe evit skrivañ yezhoù kozh (hieroglifoù, skritur maya, skritur aztek). Implijet e vez en un dornad yezhoù savet (LoCos, Bliss) ivez. Disheñvel eo diouzh ur piktogramm, hag a daolenn un dra fetis gant un dresadenn, ha diouzh ur fonogramm, hag a daolenn ur son hepken. Reizhiadoù skrivañ evel hieroglifoù Egipt a ra gant ur meskaj arouezlunioù, pitogrammoù ha fonogrammoù. An arouezlunioù sinaek zo ganet diwar piktogrammoù, hag a oa ar stummoù skritur koshañ a anavezomp[1].

Ar smileys hag ar fromlunioù all implijet e arloadoù kehentiñ a-vremañ zo arouezlunioù ivez.

En droienn hieroglifek evit lavaret "hieroglifoù" (treuzlizherennet mdw ntr, "komzoù doueel", distaget mui pe vui "medou netjer"),

R8S43Z3

ar hieroglif hag a daolenn ur banniel ouzh ur vern,

R8

zo un arouezlun hag a dalvez "doueel"[2].

  1. (fr) A-stroll, Le dictionnaire de linguistique et des sciences du langage, Larousse, 2018, 514 p., ISBN 978-2-03-595771-9, pp. 238-239
  2. (fr) JACQ Christian, Le petit Champollion illustré, Pocket, 2000, ISBN 2-266-06776-1, p.22