Armor Magazine (US Army)

Eus Wikipedia
Goloioù ar magazin ARMOR.

ARMOR zo ur gazetenn embannet gant an US Army, skourr ar c'hirri hobregonet. Penn an embannadur a zo penn ar skourr hobregonet diazezet e Fort Benning, Georgia. Eno e kaver kreizenn gourdoniñ an tankoù hag an nerzhioù marc'hegiezh stadunanat (United States Army Armor School). ARMOR magazine zo ar gazetenn koshañ hag a-vicher eus an US Army, savet e oa bet gant ofiserien eus an US Cavalry e 1888, an titl orin a oa The Cavalry Journal.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar C'havalry Journal a oa bet krouet a orin gant ofiserien eus ar varc'hegiezh stadunanat er Far-West e-pad un emvod a oa bet evit komz a-ziwar ar gadoniezhoù brezel, strategiezhioù kement hag an dafar a oa da neveshaat dre rediñ rak ar pellder etrezo er C'hornôg Amerikan.Gant krouidigezh ar skourr hobregonet milourel stadunanat pe US armored forces e 1940, ar gazetenn e oa rediet kemmañ e ditl o trement eus The Cavalry Journal da Armor, istitlet the Magazine of Mobile Warfare (Kazetenn ar brezel fiñv).

A-raok 1974, e oa embannet an Armor Magazine gant an Armor Association, un ensavadur prevez. An Skol Hobregon an US Army a grogas da embann ar gazetenn ARMOR e mizioù Meurzh-Ebrel 1974. An embannadur a gendalc'h hiziv-an-deiz gant ur stumm a-vicher. An anv a zo chomet ARMOR, istitlet bremañ Mounted Maneuver Journal (Kazetenn an Embregadenn Dafaret).

Poltriji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiadennoù a-bep seurt a gaver met atav o vezañ war dachenn ar c'hirri-hobregonet.