Armel Le Sec'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Armel ar Sec'h-Keraod)

Armel Le Sec'h, bet ganet e Kerzu 1941, zo ul livourez vreizhat.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He zad, hag a oa e Rezistañs an hent-houarn er mare-se, a zeske dezhi brezhoneg bemdez.
Mont a rae da Ger-Vreizh, e–kreiz Montparnasse, ur c'harter eus Pariz, evit heuilhañ ur gentel vrezhoneg bep yaou.
Er mare-se, 1946, e vode he zad Pêrig Keraod hag he mamm Lizig tud yaouank da grouiñ « Urzh Skouted Bleimor ». Armel hag he c’hoar Gwen, 17 miz yaouankoc’h, a yae da heul e pep lec’h : emvodoù, oferennoù e brezhoneg, dibennoù-sizhun, kampoù, hag all.
Armel he deus bet kentañ priz dibunadur barzhoniezh e brezhoneg e Bleun Brug Lokournan e 1949, ha kentañ priz skrivadenn Sant Erwan e Pariz e 1953.
Desket he deus brezhoneg dre Skol Vrezhoneg Kêr Vreizh e Pariz, Skol dre lizher Marc’harid Gourlaouen ha Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien.

Desket he deus seniñ an delenn geltiek e Telenn Bleimor e-pad dek vloaz. Kroget e ao da zeskiñ telennañ e 1953, d'ar memes mare ha gant ar memes kelennerez, Denise Mégevand, hag Alan Stivell. Krouet e voe Telenn Bleimor e 1954, hag Armel a zo bet "Penn Telenn" e-pad 10 vloaz.

Bet he deus un aotreegezh war ar saozneg hag ar yezhoù keltiek er Sorbonne gant an aotrou kelenner Bachellerie. E 1962 e voe jubennourez saozneg-brezhoneg e Kendalc’h Keltiek Landreger.

Livourez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Besprezidantez Kevrenn Arz ha Ti-Saverezh Skol Uhel ar Vro eo bet Armel Le Sec'h eus 2001 betek 2008, ha kadoriadez a enor Poellgor Divyezhek Arzoù Breizh « Poellgor an Tarv », bet krouet ganti hag un nebeud mignoned e 1997 ; ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo ar Poellgor, hag Armel zo aet da Roazhon e-pad bloavezhioù d'ar C'huzul Sevenadurel Breizh da zifenn an arzourien.

« Ul livadur a gomz ouzhin, gant treuzwelusterioù orinel, ec’honderioù morioù diabarzh... »
« Labouret em eus e-pad bloavezhioù va-unan, d’ober un dra a blijfe din. Va zad en doa lakaet dirak va zaoulagad kement a draoù dispar digant ar Seiz Breur evit e gelaouenn, ne oa ket tu din kompren an traoù a oa livet gant an dud em c’hichen e skolioù livadur Bro Lyon, lec’h e oamp o chom d’ar mare-se. »
« Diskouezet em boa pezhioù-livet e Lyon e 1992, gant tammoù barzhoneg e-kichen, evit ar wech kentañ. »

Saloñsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1985 : Salons Plouganou bep bloaz, Gwimaeg, Karanteg, Landi, Trevarez, Ploueskad, an Naoned
  • 1989 : Ezel Saloñs Arzoù-Kaer Lyon betek 1997
  • 1997 ha 1999 : Skritell Kan ar Bobl (skritell Plouganou 90, skritell Plourin 2009)
  • 1997 : Livadur-Moger Skol kentañ Diwan Montroulez gant ar vugale
  • Pezhioù livet e meur a di-Kêr (29-22), Mirdi Plougastel ha Lise Diwan ar Releg.
  • 2002 : Film TV Breizh e Gwerliskin diwar ar Salons Divyezhek
  • 2004 : Film Tangi le Sec'h evit Bagad Brieg

Prezegennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2006-09-10-11 : Prezegenn “Arz Breizh hag hon Identelezh digor“, Kendalc'h Keltiek Karaez, Kawan, Montroulez, St-Ervlan (44), Gwened(56) e brezhoneg hag e galleg
  • 2007 : Film “Mil Den“ war TV Breizh, gant Mikael Baudu.
  • 2008 : Priz livourien arroutet CCI Montroulez (Kenstrivadeg an Tarv)

Un nebeud diskouezadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1994 : Lise Diwan ar Releg
  • 1996 : Saloñs Skrivagnerien Breizh e Bobigny (Pariz)
  • 1997 : Sez ar CMB e Roazhon
  • 2003 : Sez Dihun Gwened
  • 2004 : Diskouezva Reg'Art e Kastell Paol – Foer an Naoned bep bloaz
  • 2005 : Dibabet evit diskouezadeg ar Rannvro e Bro-Sina (gant 4 arzour all eus Poellgor an Tarv).
  • 2009 : Kelenn Kemper, St Ervlen 44: "Yezh ha Sevenadur – Skolaj Diwan“
  • 2010 : Skol Diwan Savenneg, e St Stefan Brengolo
  • 2011 : Golf Savenneg:„ Marzhoù Breizh“ Miz Mae - "Harzoù arvarus“ e Plourin
  • 2012 : ha 2013 Diskouezadegoù e Skol Vreizh
  • 2016 : Sizhun Diskouezadeg e Plouganou "30 vloaz a liv" - Saloñs ar Poellgor e Ti ar Chaloni Kastell-Pol
  • 2018 : KDSK Mediaoueg keltiek St-Ervlan 44
  • 2019 : Diskouezadeg an hañv, e kastell Blaen 44
  • E-pad 10 vloaz, eo bet aozet ar Salons Divyezhek ganti hag ar Poellgor
  • 2003 : Sinadeg an Arzourien d'an emglev «YA d'ar BREZHONEG » e Manu Montroulez 2008 Labelizet live 1, gant Ofis ar Brezhoneg, e Ti-Ker Gwimaeg

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2001 : Eil priz a Varzhoniezh e brezhoneg e Redon
  • 2003 : Eil priz Haïku e galleg Kelaouenn Hopala
  • 2009 : Eil priz an danevell e brezhoneg e Redon, embannet en « Al Liamm»
  • 2011 : Romant « Beaj Owen » e brezhoneg hag e galleg gant Skol Vreizh. Troet eo bet troet Beaj Owen e kerneveurek ha saozneg gant Tony Hak (embannet gant Kowethas an Kernewek), hag e kembraeg gant Gwyn Griffiths.
  • Ar sarpant bihan 2011. Danevell « ar Sarpant bihan » a zo bet moulet gant Keit Vimp Bev
  • Naig, Youen hag an aerouant 2014 a zo bet Priz ar Vugale
  • Kevrin an Dourdu e 2016 (memes levr eget Ti ar volejoù glas gant Riwal Huon
  • E-tal ar c'harn bras, Al Liamm niverenn 428, pajenn 42, Danevell, 2018
  • Muntr ar Priñs Melar, Keit Vimp Bev embanner. Romant polis istorel. War-dro 1540 e vez kroget gant an istor e Breizh-Veur. Goude e vo lazhet ar Priñs e-kichen Lanveur e Bro-Dreger