Arme Vroadel Dispac'hel (Sina)
Deiziad krouiñ | 16 Mez 1924 ![]() |
---|---|
Lealded | Kuomintang ![]() |
Stad | Republik Sina (1912-1949) ![]() |
Sez sokial | Nanjing ![]() |
Bet erlec'hiet gant | nerzhioù lu Republik Sina ![]() |
Deiziad divodañ | 24 Kzu 1947 ![]() |
Commanded by | Tchang Kai-chek ![]() |
Al Lu Broadel Dispac'hel (LBD; 國民革命軍), berraet raloc'h en Lu Dispac'hel (革命軍) a-raok 1928, ha graet Lu Broadel (國軍) anezhañ goude 1928, a oa skourr armet ar C'huomintang (KMT, pe Strollad Broadelour Sinaat) etre 1925 ha 1947 e Sina, e-kerzh ar marevezh republikan. Deuet e oa da vezañ lu ofisiel e mare ar C'huomintang gant ren ar strollad kroget e 1928. Adanvet e oa bet Nerzhioù Lu Republik Sina goude Bonreizh 1947, hag a lakaas da dalvezout mestroniñ an drevourien war an arme.
Aozet e voe da gentañ gant sikour Soviediz evit unvaniñ Sina dindan ren ar C'huomintang e-kerzh marevezh ar Mistri brezel. Al Lu Broadel Dispac'hel en doa stourmet e meur a emgann e-kerzh Ergerzhadenn an Norzh a-enep lu sinaat mistri brezel Beiyang, e-kerzh an Eil brezel etre Sina ha Japan (1937–1945) a-enep nerzhioù Lu Impalaeriezh Japan, ha goude-se e-kerzh Brezel diabarzh Sina, a-enep Arme Dieubidigezh Pobl Sina.