Mont d’an endalc’had

Arme Spagn

Eus Wikipedia
tirlu Spagn
Lu, skourr milourel
Rann eusnerzhioù lu Spagn Kemmañ
Deiziad krouiñ15. century Kemmañ
Den e penn an aozadurChief of Staff of the Army Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Lec'hPalacio de Buenavista Kemmañ
IsaozadurSpanish Legion Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ejercito.mde.es Kemmañ
Item operatedSearcher IIIJ Kemmañ
Order of battleOrder of battle of the Spanish Army in 1989 Kemmañ

Tirlu Spagn (spagnoleg : Ejército de Tierra, brezhoneg : arme-zouar) eo skourr tirlu nerzhioù lu Spagn, kefridiet gant oberiadurioù milourel war zouar. Bez eo unan eus an armeoù koshañ er bed, ken kozh hag ar XVvet kantved.

An arme spagnol a zo bet oberiant abaoe ren ar rouaned katolik Fernando II hag Izabel I (fin ar XVvet kantved). Koshañ skourr nerzhioù lu Spagn eo, ha karget eo da zifenn al lodenn eus al ledenez iberek dindan he dalc'h, Balearez, Kanariez, Melilla, Ceuta hag inizi spagnol norzh Afrika.

Tagadenn spagnol war ur gêriadennig flamank.

E-kerzh ar XVIvet kantved, Spagn an Habsbourged a oa aet war greñvaat a-fed galloud milourel. Brezelioù Italia (1494–1559) a oa disoc'het gant trec'h Bro-Spagn, ha deuet e oa da vezañ mestr war tiriadoù pouezus en Italia evel Dugelezh Milano ha Rouantelezh Naplez. E-kerzh ar brezel, an arme spagnol a oa bet adaozet ha kemmet e oa bet ivez an taktikoù brezel. Troet e oa eus un armead pikoù hag halabardennoù en ul lu dafaret gant akebutoù ha pikoù. A-hed ar XVIvet kantved, al lu-se a oa deuet da vezañ unvezioù troadegiezh tercio.

Arc'hantaouet a-vil-vern gant an trevadennerezh Amerika[1], Bro-Spagn he doa gallet ober brezel d'e enebourien, evel stourm hir Emsavadeg an zelvroioù (1568–1609), gwareziñ kristenien Europa diouzh aloubadegoù ha preizhadennoù an Impalaeriezh Otoman, reiñ harp d'ar gatoliked e-kerzh brezelioù relijion Bro-C'hall ha stourm a-enep Rouantelezh Bro-Saoz e-pad ar brezel etre Spagn ha Bro-Saoz (1585–1604). An tirlu spagnol a voe brasaet a-fed ment o tremen eus un 20 000 soudard bennak er bloavezhioù 1470 betek 300 000 soudard bennak er bloavezhioù 1630 e-kerzh ar Brezel Tregont Vloaz hag a oa bet unan start en Europa, hag a c'houlenne kalz muioc'h a soudarded ledet war talbennoù lies en Europa[2]. Gant kement a soudarded engouestlet, e oa diaes da Spagn arc'hantaouiñ kement a rannluioù war kement-se a dalbennoù. An diaesterioù goprañ a oa bet abeg da vutinerezhioù ha darvoudoù evel Preizhadeg Antwerpen (1576), ma voe lazhet 17 000 den[3].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Elton, p. 181.
  2. Anderson, p. 17.
  3. Carlton, 2011: p. 42.