Tirlu roueel Prusia
| Rann eus | Tirlu Impalaeriel alaman |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1701 |
| Lealded | Tiegezh Hohenzollern |
| Organ kelaouiñ | Militär-Wochenblatt |
| Stad | Rouantelezh Prusia |
| Sez sokial | Potsdam |
| Deiziad divodañ | 1919 |
| Istor | Q62605905 |
Arme roueel Prusia (1701–1919, alamaneg : Königlich Preußische Armee) a oa bet tirlu Rouantelezh Prusia. Deuet e oa da vezañ diazez evit diorroadur Prusia evel nerzh milourel ha politikel en Alamagn hag en Europa.
Gwiriziennoù Tirlu roueel Prusia a oa e nerzhioù goprsoudarded Brandenburg-Prusia e-kerzh bec'h relijiel brezel Tregont Vloaz eus 1618–1648. An dilennad Friedrich Wilhelm (1620–1688, o ren e 1640–1688), en doa diorreet an nerzh en ul lu a-vicher, hag ar roue Friedrich Wilhelm Iañ (1688–1740, o ren e 1713–1740), en doa uhelaet a galz an niver a soudarded hag adlabouret da vat an doktrinoù milourel. Ar roue Frederig Veur (1712–1786, o ren e 1740–1786), hag a oa ur penn milourel ampart, a oa bet e-penn an nerzh lu dibar hag a oa bet trec'h alies en XVIIIvet kantved e-kerzh brezelioù Silesia, ha deuet e oa a-benn da lakaat al lu da vezañ enoret ha gwelet evel un nerzh hag a gonte en Europa.