Mont d’an endalc’had

Arme Poblek Polonia

Eus Wikipedia
Lu Poblek Polonia
nerzhioù lu
Deiziad krouiñ21 Gouere 1944 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Warsaw Pact invasion of Czechoslovakia, Martial law in Poland Kemmañ
BroPolska Rzeczpospolita Ludowa Kemmañ
Lec'hVarsovia Kemmañ
Raklec'hiet gantPolish Armed Forces (Second Polish Republic) Kemmañ
Heuliet gantPolish Armed Forces Kemmañ
Deiziad divodañ1990 Kemmañ

Lu Poblek Polonia (poloneg: Ludowe Wojsko Polskie, berraet en LWP)[1] a oa eil stumm Nerzhioù lu Polonia er Reter e-kerzh bloavezhioù diwezhañ an Eil Brezel-bed (1943–1945). Deuet e oa da vezañ nerzhioù lu ar Stad komunour polonat (1945–1989), hag a oa bet savet end-ofisiel e 1952 evel Republik Pobl Polonia.[2]

Krouidigezh nerzhioù lu polonat komunour ha ne oant ket suj d'ar gouarnamant polonat en harlu a oa bet aotreet hag harpet gant ar penn komunour Jozef Stalin, evit kenderc'hel gant ar strivoù a oa bet e penn kentañ ar bloavezhioù 1940 gant ar Soviediz polonat en harlu Wanda Wasilewska ha Zygmunt Berling.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Popularna Encyklopedia Powszechna Wydawnictwa Fogra (2016). "Pierwsza Armia Wojska Polskiego"
  2. ↑ Renet da gentañ gant Strollad al labourerien bolonat (1942-1948) ha goude-se gant Strollad Unvanet al Labourerien.