Arme Mec'hiko
Neuz
Arme Mec'hiko
| Rann eus | nerzhioù lu Mec'hikan |
|---|---|
| Den e penn an aozadur | Secretary of War and Navy, Secretary of National Defense |
| Bro | Mec'hiko |
Al Lu Mec'hikan (spagnoleg : Ejército Mexicano) eo hollad tirlu hag aerlu nerzhioù lu Mec'hiko. Ennañ emañ aerlu Mec'hiko, ar C'horf Nerzhioù ispisial hag ar Gward Broadel. Anavezet eo ivez gant an anv Arme emzifenn vroadel.
Emañ al lu dindan urzhioù Sekretourva an difenn broadel, berraet en SEDENA, hag a zo dindan urzhioù Sekretour an difenn broadel.
Ar c'hentañ lu e oa bet o tegemer (e 1908) hag oc'h implijout (adalek 1910) ar fuzuilh Mondragón, unan damemgefreek anezhi. An arme vec'hikan a oa enni 261 773 soudard oberiant e 2024.