Arme Italia
| Rann eus | nerzhioù lu Italia |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 18 Mez 1946 |
| Anv ofisiel | Esercito Italiano |
| Stad | Italia |
| Lec'h | Roma |
| Isaozadur | Centro Sportivo Esercito |
| Perc'henn war | Palazzo De Marini-Spinola |
| Erlec'hiañ a ra | tirlu Roueel Italia |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.esercito.difesa.it/ |
| Order of battle | Order of Battle of the Italian Army in 1973 |
Tirlu Italia (italianeg: Esercito Italiano, berraet en EI) eo skourr tirlu nerzhioù lu italian. Istor an arme douar-se a grog e-kerzh mare ar Risorgimento er bloavezhioù 1850 ha 1860. An arme a oa bet o stourm e brezelioù trevadennel e Sina, ar Brezel etre Italia ha Turkia. Stourmet eo bet ivez e Norzhitalia a-enep Impalaeriezh Aostria-Hungaria e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, en Abisinia a-raok ar C'hentañ Brezel-bed hag e-kerzh an Eil Brezel-bed en Albania, Balkanioù, Norzhafrika, en Unvaniezh soviedel, hag en Italia. E-kerzh ar Brezel yen, an tirlu a oa bet o c'hourdoniñ evit talañ ouzh Pakt Varsovia kenkas ma vije eus un aloubadeg diouzh ar reter. Abaoe fin ar Brezel yen, an arme a zo bet troet d'un nerzh gwareziñ ar peoc'h ha stourm evel en Afghanistan hag Irak. Brudet eo al lu-se evit implij ar c'harbed stourm Dardo unan stourm troadegiezh, an distrujer tankoù Centauro hag an tank Ariete. Evit lodenn aerlistri eo brudet ar viñsaskell tagañ Mangusta. Pennlec'h an arme a zo e Roma dirak Palez Quirinal, lec'h m'emeañ prezidant Italia. Holl izili al lu a zo youlidi.
E 2024, e oa 98 310 soudard.