Mont d’an endalc’had

Arme Diabarzh (Polonia)

Eus Wikipedia
lu diabarzh
aozadur armet, rezistañs, skourr milourel
Deiziad krouiñ14 C'hwevrer 1942 Kemmañ
Lealdedgouarnamant polonat en harlu Kemmañ
Anv er yezh orinArmia Krajowa Kemmañ
BroPolonia Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Armia Krajowa Kemmañ

Al Lu diabarzh (poloneg : Armia Krajowa, distaget [armja kraˈjɔva] ; berraet en AK) a oa luskad diazez ar rezistañs polonat enebet ouzh an dalc'herezh alaman eus Polonia e-kerzh an Eil brezel-bed. An arme diabarzh a oa bet savet e miz C'hwevrer 1942 diwar ar Związek Walki Zbrojnej (Rezistañs Armet) savet goude aloubadeg Polonia gant Alamagn hag URSS e miz Gwengolo 1939. E-kerzh an daou vloaz war-lerc'h, an Armia Krajowa a oa bet oc'h euvriñ partizaned polonat hag an nerzhioù kuzh. Leal e oa d'ar gouarnamant polonat en harlu e Londrez, hag e skourr armet a oa deuet da vezañ ar Stad polonat kuzh. Istimadurioù an nerzhioù a oa gant an Arme Diabarzh e 1944 a oa etre 200 000 ha 600 000 ezel. Gant ar sifroù uhel-se eo anat e oa al lu diabarzh n'eo ket hepken ar strollad Rezistañs kuzh polonat brasañ met, gant ar bartizaned soviedat ha yougoslaviat, unan eus nerzhioù stourm kuzh brasañ Europa.

An Arme Diabarzh a glaske labezañ ha plantañ reuz en dezougen nerzhioù an Ahel evit Talbenn ar Reter en Unvaniezh soviedel. Ouzhpenn-se e oa bet stourmet emgannoù a-enep d'an Alamanted, dreist-holl e 1943 hag e-kerzh an Oberiadur Korventenn kroget e miz Genver 1944. Oberiadur pennañ an Arme Diabarzh a oa bet Emsavadeg Varsovia e miz Eostr-Here 1944. An Arme Diabarzh en doa klasket ivez gwareziñ ar Boloniz diouzh euzhusted an Alamanted, ha kenlabourerien Ukrainaiz ha Lituaniz. En desped da-se e vez rebechoù eus an doare ma oa gwelet ganto ar yuzevien.

Banniel polonat ruz ha gwenn gant ouzhpennadur ar Kotwica (eor), ardamez ar Stad polonat kuzh hag al Lu diabarzh.