Arme Diabarzh

| Deiziad krouiñ | 1942 |
|---|---|
| Lealded | gouarnamant polonat en harlu |
| Anv er yezh orin | Armia Krajowa |
| Stad | Polonia |
| Deiziad divodañ | 1945 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Armia Krajowa |
Al Lu diabarzh (poloneg: Armia Krajowa, distaget [armja kraˈjɔva]; berraet en AK) a oa luskad diazez ar rezistañs polonat enebet ouzh an dalc'herezh alaman eus Polonia e-kerzh an Eil brezel-bed. An arme diabarzh a oa bet savet e miz C'hwevrer 1942 diwar ar Związek Walki Zbrojnej (Rezistañs Armet) savet goude aloubadeg Polonia gant Alamagn hag URSS e miz Gwengolo 1939. E-kerzh an daou vloaz war-lec'h, an Armia Krajowa a oa bet oc'h euvriñ partizaned polonat hag an nerzhioù kuzh. Leal e oa d'ar gouarnamant polonat en harlu e Londrez, hag e skourr armet a oa deuet da vezañ ar Stad polonat kuzh. Istimadurioù an nerzhioù a oa gant an Arme Diabarzh e 1944 a oa etre 200 000 ha 600 000. Gant ar sifroù uhel-se eo anat e oa al lu diabarzh n'eo ket hepken ar strollad Rezistañs kuzh polonat brasañ met, gant ar bartizaned soviediz ha yougoslaviat, unan eus nerzhioù stourm kuzh brasañ Europa.