Mont d’an endalc’had

Arme Beiyang

Eus Wikipedia
Lu Beiyang
Lu
StadTierniezh Qing, gouarnamant Beiyang Kemmañ
Erlec'hiañ a raHuai Army Kemmañ

Lu Beiyang (北洋軍; Běi Yáng Jūn "Arme Meurvor an Norzh"), anvet diwar rannvro Beiyang, a oa Lu Impalaerel Sina savet gant an Dierniezh Qing war skouer al luioù kornôgel e penn kentañ an XXvet kantved. Bez e oa e kreiz an adsevel hollek eus nerzhioù lu an Qing goude Emsavadeg ar Vokserien hag ar C'hentañ brezel etre Japan ha Sina. Ar wech kentañ e oa bet d'an dinastiezh da gaout ul lu ofisiel a-fed gourdonerezh, dafariñ, ha renkadur. Lu Beiyang a oa bet pouezus er stourmoù politikel sinaat e-pad 30 vloaz ha betek 1949 en un doare gwanoc'h.

Pouezus e oa bet e Dispac'h 1911 a-enep an dierniezh Qing ; ha pa oa tarzhet e meur a lodenn deuet da vezañ luskadoù mistri brezel lesanvet bandenn Beiyang (北洋軍閥, Běiyáng Jūnfá) e oa kroget rannadur ar vro e lodennoù.