Mont d’an endalc’had

ArmaLite

Eus Wikipedia

ArmaLite zo un embregerezh armoù-tan stadunanat bet oberiant etre 1954 ha 1983 da gentañ, hag adsavet e 1996. Brudet eo evit bezañ e orin ar fuzuilhoù AR-10 hag AR-15. Diazezet e oa e Hollywood betek 1959, a-raok dilojañ da Costa Mesa, e Kalifornia bepred, betek 1983.

George Sullivan a laboure e deroù ar bloavezhioù 1950 evel kuzulier war ar breouedoù en embregerezh Lockheed Aircraft Corporation. Abalamour da se e oa emskiant eus an araokadennoù a oa d'ar mare-se war an danvezioù nevez a veze implijet en industriezh, evel ar plastek. Dedennet e oa gant an armerezh ivez, ha soñj a zeuas dezhañ ober gant an danvezioù nevez-mañ evit sevel armoù-tan hiniennel nevez, en ur mare ma laboure c'hoazh industriezh an armoù gant danvezioù hengouneloc'h evel ar c'hoad hag an dir. E 1952, Sullivan a savas, asambles gant e vreur-kaer Charles Dorchester, ur c'hentpatrom fuzuilh dezhi ur c'hanol aluminiom ha dir, hag ul lamm bouret gant spoue. Un embregerezhig, SF Projects, a groujont[1][2].

Ur fuzuilh-emgann AR-10 produet gant ArmaLite.

Dont a reas ar soñj-se betek divskouarn Richard Boutelle, prezidant Fairchild Aircraft. Prenañ a reas SF Projects, a zeuas da vezañ ur rann eus e embregerezh hepken. E 1954 koulskoude e teuas da vezañ un embregerezh adarre, perc'hennet gant Fairchild Aircraft, hag a voe anvet ArmaLite. Kregiñ a rejont da broduiñ un nebeud skouerennoù eus ar fuzuilh nevez dindan an anv AR-1 Parasniper ("AR" evit "ArmaLite Rifle"). O fal e oa gwerzhañ anezhi d'ar chaseourien koulz ha da izili nerzhioù ispisial an arme a glaske un arm skañv. Ne reas ket berzh, ha ral eo hiziv-an-deiz[1].

ArmaLite a zeuas memestra a-benn da gendrec'hiñ an US Air Force da implijout an AR-5, ur fuzuilh dreistbevañ savet gante. Gant ar gounidoù e c'hallas Eugene Stoner, ijiner implijet er stal abaoe 1954, sevel kentpatromoù armoù all, en o zouez an AR-10, ha ne reas ket berzh met a servijas evit sevel an AR-15, un arm implijet adalek ar bloavezhioù 1960 gant arme ar Stadoù-Unanet, hag en deus awenet kalz fuzuilhoù-arsailh a-vremañ. Kouslkoude e oa chomet izel gwerzhioù an AR-15 e dibenn ar bloavezhioù 1950, hag e 1959 e voe gwerzhet breoued an arm da Colt. Daoust da grouidigezh un nebeud armoù all evel an AR-18 e-pad ugent vloaz, ArmaLite ne zeuas ket a-benn da zreistbevañ. E 1983 e voe prenet gant an Elisco Tool Manufacturing Company, un embregerezh eus Filipinez[2].

Adsavet e voe an embregerezh e 1994 er Stadoù-Unanet. Produiñ a ra armoù-skoaz hiziv-an-deiz, ha dafar evel redueroù-son. E Phoenix (Arizona) emañ e sez[3].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Major Sam Pikula, The ArmaLite AR-10 Rifle: The Saga of the First Modern Combat Rifle, 2017, 211 p., ISBN 978-9986494386
  • (en) R. Blake Stevens, The Black Rifle: M16 Retrospective, Collector Grade Publications, 1992, 416 p., ISBN 978-0889351158
  1. 1,0 ha 1,1 (en) McCOLLUM Ian, AR-1 “Parasniper” – The First Armalite, Forgotten Weapons, 11/06/2025 (lennet d'ar 14/03/2026)
  2. 2,0 ha 2,1 (en) MCELRATH Daniel, The ArmaLite Story, 29/07/2021 (lennet d'ar 14/03/2026)
  3. (en) Products war lec'hienn ArmaLite (lennet d'ar 14/03/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan