Mont d’an endalc’had

Arm eneptank

Eus Wikipedia
brezel eneptank
Iskevrennad eusbrezel war zouar, harp-tan nij a-dost Kemmañ
A implijarm eneptank Kemmañ

Brezel enep-tank a vez graet eus hollad kadoniezhoù, taktikoù hag armoù savet evit talañ pe distruj ar c'harrbedoù hobregonet enebour, dreist-holl an tankoù. Ganet eo an doare brezel-se e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed pa oa bet implijet an tankoù e 1916, hag e oant deuet buan da vezañ un diazez er brezel war zouar. Gant an amzer o redek, ar brezel enep-tank a zo troet eus unan a-dost d'unan a-bell gant armoù lies, eus armoù da vannañ pe stagañ gant dorn an droadeien ha kanolioù eneptankoù betek misiloù sturiet ha munisionoù bannet diouzh an oabl. Pal pennañ ar brezel eneptank eo da dalañ ouzh nerzh ar brezel hobregonet.

Skouadron chaseal tankoù eus al Lu indian breizhveuriat gant armoù enep-tank ha kokteloù Molotov en Norzhafrika, d'ar 6 a viz Here 1940

Ar stourm enep-tankoù en deus kemmet buan e-kerzh an Eil Brezel-bed, o tegas e-leizh a armoù da zougen gant an droadegiezh.

Ur c'hanol Ordnance QF 17-pounder saoz sachet gant un half-track en Italia, 1añ a viz Gwengolo 1944

A-hed ar Brezel yen eus 1947 betek 1991, Stadoù-Unanet Amerika hag URSS, gant o harperien, o doa o labouret kreñv evit sevel ha gwellaat an armoù eneptank.

Abaoe fin ar Brezel yen ez eus deuet riskloù nevez war-wel evit an tankoù pe karbedoù hobregonet all, evel an Ardivinkoù-Tarzh Primaozet.

E-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia, an Dronoù ha munisionoù roder a zo bet o kemer muioc'h-muiañ a blas en armoù ha strategiezhoù eneptankoù.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan