Arm dre aer gwasket
Un arm dre gwasket zo un arm, ne vern hirder e ganol pe e zoare (pistolenn, revolver, karabinenn, fuzuilh) hag a implij distenn un aezhenn (CO2 pe aer peurliesañ) evit tennañ ur vannadell, hep poultr evel en armoù-tan klasel[1]. Anvet int ivez karabinenn-blomoù pe pistolenn-blomoù abalamour d'o bannadelloù bezañ plomoù peurliesañ.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Armoù gant ur winterell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sachañ war ul loc'henn a ranker (alies ar c'hanol e-unan, pa c'hall bezañ gwintet) evit lakaat ur piston da fiñval. Hemañ a vez dalc'het neuze gant ur winterell. Pa vez pouezet war an draen e vez lezet ar winterell da vont. Bountañ a ra war ar piston, a grou neuze ur wask a-dreñv d'ar vannadell. Ur sistem simpl, solut ha marc'hadmat eo hemañ. Kavet e vez war an armoù dre aer gwasket diazez un-tenn alies.
Armoù gant aer rakwasket (PCP)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gambr zo a-dreñv d'ar vannadell en arm. Leuniet e vez gant aer gwasket a-drugarez d'ul loc'henn a ranker dornata meur a wech, e doare ur pomp, pe gant ur gartouchennad aer gwasket karget en a-raok (gant ur moustrer da skouer) ha stag ouzh an arm. Pa bouezer war draen an arm e vez lezet an aezhenn a zo er gambr da dizhout ar vannadell ha da vontañ warni. Kaset e vez neuze ar vannadell er-maez eus an arm dre ar c'hanol.
Armoù CO2
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijout a reont kartouchennoù CO2 dourennek a c'haller bannañ (12g pe 88g peurliesañ) pe reoù adimplijus. Un 60 tenn bennak a c'haller ober gant ur gartouchenn CO2 12g dre vras, hervez galloud an arm.
Bannadelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bannadelloù implijetañ zo o c'halibr .177 (4,5 mm) pe .22 (5,5 mm) peurliesañ. Reoù e .25 (6,35 mm) a gaver ivez[1]. Gellet a reont bezañ e stumm diabolo, da lavaret eo dezhe daou bikern beg-ouzh-beg ; un toull zo dindan unan eus an daou bikern evit degemer an aezhenn wasket da vare an tenn. Gellet a reont tennañ ivez bouligoù metal, dir peurliesañ, lesanvet BB.
-
Ur fuzuilh dre aer gwasket Girardoni, savet war-dro 1795
-
Ur bistolenn Steyr LP10, dezhi ur gartouchenn aer rakwasket dindan he c'hanol. Implijet e vez seurt armoù er sportoù tennañ.
-
Ur bistolenn dezhi kartouchennoù CO2 12 gram ha bannadelloù stumm bouligoù dir (BB).
-
Banndelloù kalibr .177 a bep seurt. En traoñ emañ ar re diabolo (war-bouez an hini a gleiz).
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez peurliesañ armoù dre aer gwasket (gant ur winterell pe CO2) evit an dudiamant abalamour d'o friz izel. E Breizh da skouer e vez implijet a-wechoù armoù a seurt-se gant labourerien-douar, er c'halibr 5,5 mm peurliesañ, evit chaseal loened bihan gwelet evel noazus, krignerien en o zouez. E bed ar sportoù tennañ e raer gant pistolennoù pe karabinennoù aer rakwasket en amprouennoù 10 metr.
E bed an armeoù ne raer ket gant armoù a seurt-se. Perzhioù mat o dez, met izeloc'h eo o galloud evit an armoù-tan, hag adkargañ ar c'hartouchennoù aezhenn a c'hall bezañ kudennek war un dachenn-emgann. Fuzuilhoù dre aer gwasket a zo bet ijinet evit ar brezel (ar fuzuilh Girardoni en Impalaeriezh santel roman german, war-dro 1780, pe ar fuzuilh Kunitomo e Japan, er bloavezhioù 1820), met n'int ket bet na produet nag implijet kalz[2].
Lezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-C'hall e c'hall forzh piv en tu all da 18 vloaz prenañ un arm dre aer gwasket, gant ma vo e c'halloud dindan 20 joul. En tu all da 20 joul int renket er rummad C hag e ranker kaout un aotre da chaseal pe ul lisañs sportoù tennañ evit prenañ anezhañ. Diskleriañ anezhañ d'ar prefeti hag enrollañ anezhañ war lec'hienn an SIA a zo ret neuze[3].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar rummad Armoù dre aer gwasket
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Comment fonctionnent les armes à air comprimé ?, war lec'hienn Tom Airgun (lennet d'an 08/06/2025)
- ↑ (fr) De la sarbacane à la carabine PCP, une histoire des fusils à vent, Gun-Evasion, 12/03/2024 (lennet d'an 08/06/2025)
- ↑ (fr) Quelle législation pour la carabine à plomb ?, Jean-Pierre Fusil (lennet d'an 08/06/2025)