Arm-skoaz
Neuz

Un arm-skoaz zo un arm-tan hiniennel hag a rank bezañ lakaet ouzh ar skoaz pa denner. Evit e implijout e ranker ober gant an daouarn ivez, er c'hontrol d'an armoù-dorn a c'hell bezañ mestroniet gant un dorn hepken.
Peurliesañ eo ponneroc'h an armoù-skoaz hag hiroc'h o c'hanolioù evit reoù an armoù-dorn. Abalamour da se int stabiloc'h ha resisoc'h. Uheloc'h eo o c'halibr, ha dre se e c'haller tennañ pelloc'h ivez en ur chom resis (meur a gilometr evit ur fuzuilh-resisted da skouer, e-lec'h un 50 metr bennak evit ur bistolenn damaotomatek).
Doareoù armoù-skoaz a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- fuzuilh
- karabinenn
- fuzuilh-arsailh
- fuzuilh-vindrailher
- mindrailherezioù zo, hag ar braz eus ar banneroù-roketennoù hag eus ar pistolennoù-mindrailher, a c'hall bezañ renket e rummad an armoù-skoaz.