Ari Þorgilsson

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ari Þorgilsson (pe Ari Thorgilsson) (1067–1148 AD) a oa ur c'hronikour brudet eus Island er Grennamzer. Gantañ e voe savet an Íslendingabók, hag a gont istor ar familhoù kentañ a erruas en Island d'ober o annez eno. Lesanvet e oa Ari fróði ("Ari ar Fur") hag hervez Snorri Sturluson e voe an hini kentañ o skrivañ ul levr istor e norseg.

Studioù a reas Ari e Haukadalur e skol Teitur Ísleifsson hag a oa mab da Ísleifur Gissurarson, kentañ eskob Island. Sklaer eo e studias an testennoù latin eno, met ken desket all e oa war istorioù al lennegezh komzet eus ar vro.

Soñjal a reer e teuas Ari da vezañ beleg el lec'h a zo bremañ Staðarstaður, met ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn a-hend-all, daoust ma skrivas-eñ an istor eus e familh.

Sur eo ez eo gantañ e voe skrivet an Íslendingabók ha soñjal a reer e kemeras perzh e skridoù all ivez, evel da skouer an Landnámabók hag a gont penaos e voe trevadennet Island gant ar Vikinged.

Un den a bouez eo Ari Þorgilsson en Island ha sellout a reer outañ evel "tad al lennegezh islandek".