Argoad (kelaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Argoad a oa ur gelaouennig vrezhonek amvareadek, savet gant Alan Heusaff en Iwerzhon e 1957. Talvezout a rae da liamm etre broadelourien vreizhat, koulz re aet en harlu goude an Eil Brezel-bed ha re e Breizh. Embannet e veze dre guzh en Iwerzhon ha skignet e veze e Breizh ivez. Seizh niverenn[1] a zeuas er-maez eus 1957 da 1959. War he lerc'h e teuas Breton News, embannet gant Alan Heusaff ivez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lukian Raoul, Roll ar c'helaouennoù brezhonek adalek dibenn an eil brezel-bed, Hor Yezh niv. 205, p. 6