Mont d’an endalc’had

Argadenn war Gatalonia

Eus Wikipedia
argadenn war Katalonia
emgann
Rann eusBrezel Spagn Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Lec'hKatalonia Kemmañ
Deiziad kregiñ23 Kzu 1938 Kemmañ
Deiziad echuiñ10 C'hwe 1939 Kemmañ

An argadenn war Gatalonia (katalaneg: Ofensiva de Catalunya, spagnoleg: Ofensiva de Cataluña) a oa bet ul lodenn eus Brezel diabarzh Spagn. Al Lu broadelour en devoa kroget un argadenn d'an 23 a viz Kerzu 1938 hag aloubet prim Katalonia hag a oa diagent e dalc'h ar Republikaned, gant Barcelona (kêr-benn ar republik abaoe 1937).

Barcelona a oa bet aloubet d'ar 26 a viz Genver 1939. Ar gouarnamant republikan a oa tec'het da Vro-C'hall. Milieroù a dud a oa bet o tec'hout rak ar Vroadelourien ha treuzet ganto an harzoù er miz war-lerc'h. Lakaet e oant bet e kampoù-bac'h e Bro-C'hall. Franco en doa klozet an harzoù gant Bro-C'hall d'an 10 a viz C'hwevrer 1939.

Goude bezañ bet trec'het garv en emgann an Ebre, al Lu republikan a oa bet tizhet don ha ne c'hellas ket adsevel da dalañ ouzh nerzhioù Franco. Ar Republikaned a oa bet kollet ganto darn eus o unvezioù arroutet hag eus o dafar. Ouzhpenn-se, e miz Here 1938, ar gouarnamant republikan en doa asantet da dennañ ar youlidi eus an estrenvro. E-tal dezho, ar vroadelourien a oa bet o resevout dafar, munisionoù ha kirri-nij e-leizh a-berzh an Trede Reich.

Goude Emglev München, ar spi da gaout sikour a-berzh an demokratelezhioù kornôgel evit talañ ouzh nerzhioù an Ahel hag a harpe Franco a oa aet da get. An Trede Republik c'hall a oa bet o klozañ an harzoù e-kreiz miz Even 1938 ha skornañ arc'hant ar Republik spagnol e tiez-bank Bro-C'hall.