Argadenn Pickett
| Rann eus | emgann Gettysburg |
|---|---|
| Anvet diwar | George Pickett |
| Bro | Stadoù-Unanet |
| Lec'h | Gettysburg (Pennsylvania) |
| Daveennoù douaroniel | 39°48′45″N 77°14′12″W |
| Deiziad | 3 Gouere 1863 |

Argadenn Pickett (saozneg: Pickett's Charge) a oa bet un dagadenn troadegiezh d'an 3 a viz Gouhere 1863, e-kerzh Emgann Gettysburg. Urzhiet e oa bet gant ar jeneral Kengevreet Robert E. Lee evel lodenn eus e steuñv da dreuziñ linennoù difenn an Unaniezh ha tizhout un trec'h peurglok war an Norzh. An argadenn a oa bet anvet en enor d'ar major jeneral George Pickett, unan eus pennoù an divizionoù eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika a oa bet o kemer perzh en argadenn. An dagadenn a oa bet war kreiz Lu an Unvaniezh e Cemetery Ridge, a oa bet raksoñjet da vezañ ul lec'h gwan el linennoù difenn. E-keit ma oa ar soudarded kengevreet o vont war-raok war-hed 1 miltir (1,6 km) en un dachenn digor e oant bet tizhet gant tennoù fuzuilhoù ha tennoù pezhioù kanol gant soudarded an Unvaniezh, gwarezet-mat. An dachenn digor na roe ket tu dezho da guzhat, a-benn neuze e oa aes tizhout ar soudarded kengevreet, ha buan e oa bet skrijus ar c'holloù. Un nebeud soudarded kengevreet a oa deuet a-benn da dizhout al linennoù difenn enebour ha stourmet o devoa dorn-ha-dorn, met a-benn ar fin e oant bet trec'het.
Disoc'h an argadenn a oa bet drastus evit ar re gengevreet ; ouzhpenn an hanter eus ar soudarded o devoa kemeret perzh a oa bet lazhet, gloazet pe prizoniet. Argadenn Pickett a oa bet kammdro Emgann Gettysburg, hag ar poent pellañ bet tizhet gant an argadourien a zo bet anvet "high-water mark of the Confederacy". Drast an argadenn a oa bet fin spi ar re gengevreet da gaout un trec'h peurglok en un emgann ; rediet e oant bet da vont war-gil betek Virginia. Alies eo bet graet eus an emgann un darvoud dreistordinal ha romantel eus ar Brezel diabarzh, dreist-holl e su ar vro.