Mont d’an endalc’had

Argadenn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Argadenn (milourel))
Argadennoù ar vikinged e Breizh.

Un argadenn a vez graet eus un obererezh milourel a glask aloubiñ pe adperc'hennañ un tiriad bennak dre un ober feuls, tizhout ur pal pe kas un ober da benn a-fed strategiezh pe kadoniezh. Alies e vez graet gant an droienn "aloubadeg", pe "tagadenn" gant ar mediaioù. Un argadenn a vez kaset da benn dre obererezhioù brezel met gant ur pal ledanoc'h ha liammet ouzh un talbenn brezel.

Un argadenn a vez kaset da benn gant ur rann-arme pe meur a hini, ar pezh a ra un hollad etre 10 000 ha 30 000 soudard engouestlet evel lodenn eus un embregadenn armet hollek, rak ral eo gwelet ur skourr milourel hepken o kemer perzh (tirlu, morlu...).