Arabeg saidiek
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Ur yezh semitek ar c'hreiz eus is-skourr ar yezhoù arabek eo an arabeg saidiek pe (sa'idi) komzet gant tro-dro da 18,9 milion a dud e su Egipt betek ar vevenn gant Soudan (1996).
Komzet e vez arabeg egipteg uhelañ eus Asyuut betek Edfu hag er su ha komzet e vez arabeg egipteg ar c'hreiz e Bani Sweef, Fayyuum, ha Gizeh.
Tost a-walc'h eo da arabeg Soudan, dreist-holl e su ar vro, met levezonet-dont eo gant arabeg Kaero.
Ne vez ket komprenet ar yezh-mañ gant an dud a gomz arabeg Egipt hervez doare-komz Kaero, met komprenet e vez rannyezh Kaero gant an holl dud hag a ra gant ar saidieg.
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |