Mont d’an endalc’had

Ar wagenn veur

Eus Wikipedia
神奈川沖浪裏
Kanagawa-oki nami ura
« Edan ar wagenn a-vaez da Ganagawa »
Aozer Katsushika Hokusai
Bloaz 1831
Doare 浮世絵 Ukiyo-e
(stamp dre engravadur war goad)
Mentoù 25,5 x 37,5 cm

« Ar wagenn veur » a reer eus oberenn vrudetañ al livour japanat Katsushika Hokusai (1796-1849), bet embannet e 1831.

« Edan ar wagenn a-vaez da Ganagawa » (神奈川沖浪裏 Kanagawa-oki nami ura) eo anv japanek an daolenn, a zo bet moullet en doare Ukiyo-e (浮世絵, "skeudenn eus ar bed war-neuñv"), da lavaret eo dre engravañ ur plankenn koad, hervez un teknik a oa boutin e Japan adalek ar XVIIvet kantved betek an XIXvet kantved.

War an daolenn e weler teir bag o stourm ouzh ur mor diroll e bae prefedelezh Kanagawa, er su da Dōkyō. En drekleur emañ Menez Fuji, er rakleur e weler ur wagenn vras stummet damheñvel ouzh ar menez-tan, hag etre an daou e sav uhel-uhel ar wagenn a ro he anv d'an oberenn.

Ar skeudenn gentañ en oberenn Hokusai anvet « 36 gwel eus Menez Fuji » (富嶽三十六景 Fugaku Sanjūrokkei, 1831-1833) eo, hag ar wech kentañ ma voe implijet al liv a anver "glaz Prusia", ar pezh a voe ur c'hemm bras er moullañ stampoù e Japan.

An doare japanat hengounel mesket gant ar pellwelad bet ijinet en Europa eo perzh anatañ an daolenn, a reas berzh bras e Japan kerkent ha deuet a-zindan ar wask. Kement all a c'hoarvezas pelloc'h en Europa, ma voe levezonet luskad an impresionouriezh gant pennoberenn Hokusai.

War-dro 100 skouerenn orin eus ar stamp-se zo c'hoazh en XXIvet kantved, lod anezho war ziskouez e mirdioù er bed a-bezh.

Moarvat ez eo Ar wagenn veur an oberenn arzel vrudetañ en Istor Japan, hag ar skeudenn a zo bet eilet an aliesañ en Istor an arzoù. Gant ar stamp-se e voe awenet al livourien Claude Monet (1840-1926) ha Vincent van Gogh (1853-1990) koulz hag ar sonaozour Claude Debussy (1862-1918).
E Japan, an arzourien Hiroshige (1797-1858) hag Utagawa Kuniyoshi (1798-1861) a savas ivez taolennoù hervez doare Hokusai, gwagennoù warno.

Ur skeudenn vihan en doare gweledva[1] eo Ar wagenn veur : 25,5 cm eo uhelder ar stamp ha 37,5 cm e hirder[2].

En doare japanat hengounel ez eo bet aozet ar skeudenn, setu e ranker he "lenn" a zehou da gleiz, evel ar skritur tategaki (縦書き) deuet eus ar sinaeg hag a lenner a-vannoù eus al laez d'an traoñ hag a zehou da gleiz.
Teir elfenn bennañ zo er skeudenn, eus ar rakleur d'an drekleur : teir bag, ur mor diroll, ha Menez Fuji. E korn uhelañ an tu kleiz emañ sinadur an arzour, da lavaret eo e dibenn an daolenn p'he lenner en doare hengounel.

A-du gant ster al lenn e japaneg bepred e targemm sederoni Menez Fuji en drekleur gant taerder ar mor er rakleur.

Teir bag zo, anvet oshiokuri-bune (お仕送りー船), "bag-skor" ; kobiri herrus e oant, a implijed da dreuzkas pesked bev eus ledenez Izu e prefedelezh Shizukoa da varc'hadoù bae Edo (bae Tōkyō abaoe 1868). Emaint a-vaez da aod prefedelezh Kanagawa, o skeiñ etrezek an donvor hag Izu er Su ; adreko emañ kêr Edo, na weler ket en daolenn, ha war o zu dehou, er c'hornôg da Edo, emañ Fuji-san, e prefedelezh Shizukoa. Kostez ar reter emeur pa seller ouzh ar skeudenn , hag hep mar emañ ar voraerien o vont da besketa e bae Sagami.
Eizh roeñver zo e bourzh pep bag, pep hini o terc'hel e varrenn ; ouzhpenn dezho ez eus daou roeñver all amsaver, da lavaret eo dek den dre oshiokuri-bune daoust ma n'eus nemet 22 anezho war wel.

Krec'h ar wagenn veur, e stumm skilfoù
Ar wagenn stummet evel Menez Fuji

An darn vrasañ eus an daolenn eo ar mor diroll, ar wagenn veur ar pep pouezusañ anezhi.

Treset eo bet ar wagenn veur evel pa vefe o heuliañ krommenn un droellenn kreizennet e kreiz ar skeudenn. Brasjediñ he uhelder a c'heller ober, o c'houzout e oa 12-15 metr hirder un oshiokuri-bune : 10-12 metr eo uhelder an tarzh-morh neuze, da lavaret eo emañ ar besketaerien en ur barr-amzer 10 e nerzh war skeul Beaufort.

Krommennoù hepken eo ar mor, kenstur gant re ar bigi war-bouez hini ar penn a hañval sevel gant troad ar wagenn veur.
Krommenn honnezh zo lieskementet en eon a valir a-us ar bigi, an eon-se o vezañ treset evel gwagennoù bihan par da skilfoù a vefe o c'hourdrouz ar voraerien.

En drekleur emañ Menez Fuji, goloet a erc'h, peogwir ez eo Fuji-san dodenn bennañ ar stirad stampoù anvet « 36 gwel eus Menez Fuji », ma weler ar menez-tan dre veur a zoare. Livet e du eo tor ar menez, evel kof ar wagenn veur. Peogwir ez eo sklaeroc'h an oabl a-us ar menez eget ouzh e droad e c'heller dezastum e c'hoarvez an darvoudenn da veure.

Sinadur Hokusai

Daou damm skrid zo e krec'h korn kleiz an oberenn : anv an daolenn, en ur framm, ha sinadur an arzour, a zo diframm. A zehou da gleiz en o lenner.

  • An titl : 冨嶽三十六景 神奈川沖 浪裏 Fugaku Sanjūrokkei Kanagawa oki nami ura, "36 gwel eus Menez Fuji En donvor e Kanagawa Edan ar wagenn".
  • Ar sinadur : 北斎改爲一筆 Hokusai aratame Iitsu hitsu, "[taolenn] diwar barr-livañ Hokusai, a gemmas e anv da Iitsu". Dister e oa dere tud Hokusai, setu n'en devoa anv-tiegezh ebet : ul lesanv e oa Katsushika, deveret diouzh e rannvro c'henidik. En abeg da gement-se e reas an arzour gant tremen tregont sinadur, pa gemme e anv bewech ma voulc'he ur stirad stampoù ; a-wechoù e leze zoken unan eus e zeskarded da sinañ un oberenn gant an anv "Hokusai"[3].

Gwagennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou stamp gant Hokusai a voe livet ur wagenn warno a-raok e bennoberenn e dibenn 1831 : Gwel eus Honmoku a-vaez da Ganagawa (神奈川ーお気 本牧 の 図, Kanagawa-oki Honmoku no Zu, 1803) hag Oshiokuri o stourm ouzh ar wagenn (お仕送り はと つせん の 図, Oshiokuri Hato Tsusen no Zu, 1805). En div daolenn e weler ur vag a zo darbet dezhañ bezañ lonket gant ar mor.

Dre an oberennoù-se e stalias an hentenn a implijas evit livañ « Ar wagenn veur » : forzh petra a c'hall bezañ treset en ur implijout ar c'henfeur etre ur garrezenn hag ur c'helc'h, gant ur reolenn hag ur c'helc'hier neuze. Nemet e ranker doujañ d'ar c'heñverioù a zo naturel da bep tra, pa 'z eo arabat degas kemm e heneuz an hollved[4].

E 1834, tri bloaz goude embann « Edan ar wagenn a-vaez da Ganagawa », e tistroas Hokusai d'ar wagenn, pa livas Diwezh ar Fuji (解除 の 藤, Kaijo no Fuji) evit e stirad stampoù 100 gwel eus ar Fuji (富嶽百景, Fugaku hyakkei). Warni ivez e weler sederoni Fuji-san en dargemm ouzh fulor ur wagenn veur, nemet n'eus bag ebet war an tonn ; ar wagenn vras a hañval bezañ darev da lonkañ ar menez, ha skilfoù he spoum a dro d'un nijad evned war-zu ennañ, a zehou da gleiz ar wech-mañ pa rede gwagenn veur Kanagawa a-enep ster al lenn e Japan.

Ur plankenn ukiyo-e, Utagawa Yoshiiku, 1862

Er bloavezhioù 1670 e voe graet ar stampoù kentañ dre deknik an ukiyo-e, a oa skeudennoù unliv savet gant Hishikawa Moronobu (16181694) ; nebeut-ha-nebeut e voe moullet reoù liesliv, hag er bloavezhioù 1740 e veze implijet meur a blankenn gant an arzourien, unan dre liv. Boutin e voe an doare adalek ar bloavezhioù 1760, dreist-holl a-drugarez d'ar berzh bras a reas stampoù al livour Suzuki Harunobu (1725-1770) ; tremen dek plankenn, ha dek liv pe arliv neuze, a oa rekis evit moullañ stampoù – nishiki-e (錦絵, "stamp brokard") eo anv japanek an teknik-se.

Ral a wech e veze graet pep tra gant al livour, rannet e veze al labour etre aozer ar skeudenn, an engraver war goad (kerez peurliesañ), hag ar mouller. Ur pevare den a rae war-dro skignañ ha gwerzhañ ar skeudennoù.

Levezon ar C'hornôg war Japan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El livouriezh, ar pellwelad eo an doare da skeudenniñ traezoù war gorre plaen un daolenn evit ma vefent lec'hiet evel ma vezont gwelet gant un den en natur, en ur zerc'hel kont eus o lec'hiadur en egor e-keñver sell an den.
Dianav da arzourien Japan hag ar Reter-Pellañ dre vras e oa ar meizad, rak evel en Henegipt e veze mentet an traezoù hervez o fouezusted er skeudenn ; ne oa poent pellwelad ebet en o oberennoù, hogen rakleur, kreizleur ha drekleur hepken.

Sanjūsangen-dō e Kyoto
Utagawa Toyoharu,
c. 1776

Al livourien italian Paolo Uccello (1397-1475) ha Piero della Francesca (1412-1492 e voe an arzourien gentañ oc'h implijout ar pellwelad er C'hornôg. En XVIIIvet kantved ec'h erruas e Japan, e Nagasaki, dre varc'hadourien izelvroat. Daour livour japanat a glaskas sevel taolennoù en doare estren-se : Okumura Masanobu (1686-1764), ha dreist-holl Utagawa Toyoharu (1735-1814).
Hokusai avat a savas groñs enep an doare nevez hag estren-se, hogen ker bras e voe levezon oberennoù Utagawa Toyoharu war an doare japanat da livañ gweledvaoù ma rankas plegañ adalek ar bloavezhioù 1790, hag etre 1805 ha 1810 ec'h embannas ur stirad eizh stamp ma tresas Edo en doare izelvroat, gant pellwelad neuze[5].
Hep mar ebet, « Ar wagenn veur » n'he dije ket graet ker bras ur berzh er C'hornôg ma ne vije ket bet aozet en un doare anavezet gant an dud.

Kajikazawa e proviñs Kai
Hokusai, 1831

Er bloavezhioù 1830, Hokusai a reas kalz gant un arliv glas teñval nevez anvet "glaz Prusia" (C18Fe7N18) rak kavet e oa dre zegouezh gant ur farder livegennoù staliet e Berlin, Johann Jacob Diesbach e anv (c. 1670-1748) ha degaset da Japan eus Holland e 1820 a-raok bezañ gwerzhet a-yoc'h adalek 1829[6]. Peogwir ne steuziet ket al livegenn-se dindan ar gouloù hag an amzer en he implijas evit aozañ « Edan ar wagenn a-vaez da Ganagawa » a-gevret gant indigo, honnezh o vezañ ar glaz teñval a veze boutin en arzoù japanat daoust dezhi dslivañ buan.

Ar wagenn veur ha 9 stamp all, anezho an dek kentañ er stirad 36 gwel eus ar Menez Fuji, zo e-touez ar stampoù kentañ bet moullet e Japan en ur implijout glaz Prusia. Un degemer dispar a voe graet d'al liv-se gant ar brenerien, ha brudet e voe an nevezenti gant embanner Hokusai[6] ; bloaz war-lerc'h e voe embannet dek stamp all er stirad, glaz Prusia enno ivez, ar skouer heverkañ o vezañ ar 15vet, Kajikazawa e proviñs Kai. Ouzhpenn d'al livegenn nevez e trolinennas an arzour ar stummoù gant un tres du e liv Sina.

Levezon Japan war ar C'hornôg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek deroù Oadvezh Meiji e 1868 e tigoras Japan war ar bed diavaez. Enporzhiañ danvezioù eus ar C'hornôg a reas Japaniz, ha d'o zro ec'h ezporzhjont marc'hadourezhioù da Europa ha Stadoù-Unanet Amerika, oberennoù arzel en o zouez, a reas berzh kerkent hag erru eno, o c'henel al luskad anvet japanouriezh a awenas arzourien lies o doareoù, an impresionourien pergen. Ar sonaouzour gall Camille Debussy a aozas La mer, ar barzh aostrian Rainer Maria Rilke a skrivas Der Berg ("Ar Menez") ma ra meneg eus « 36 gwel eus Menez Fuji » :

Sechsunddreißig Mal und hundert Mal
hat der Maler jenen Berg geschrieben,
weggerissen, wieder hingetrieben
(sechsunddreißig Mal und hundert Mal)

C'hwec'h gwech ha tregont ha kant gwech
al livour a dresas ar menez-se,
argaset, ha desachet en-dro.
(c'hwec'h gwech ha tregont ha kant gwech)

Al livour Henri Rivière (1864-1951), a oa un treser hag un engraver ivez, a voe unan eus an arzourien gentañ e Pariz o vezañ levezonet-don gant oberennoù Hokusai, gant « Ar wagenn veur » dreist-holl, kement ha ken bihan ma aozas e 1902 ur stirad stampoù anvet Les Trente-six vues de la tour Eiffel.

Ar gizellerez c'hall Camille Claudel (1864-1943) a reas e 1897 un delwenn anvet La vague ma weler gwagenn Hokusai ha teir c'horollerez e-lec'h teir bag, hag ar c'hizeller breizhveuriat William Burns Pye (* 1938) a reas unan all e 2000, anvet Kanagawa end-eeun, a zo bet staliet e kêr Selsey (West Sussex).

Ar wagenn dre ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet-meurbet e teuas oberenn Hokusai er bed a-bezh, betek bezañ bet luadennet : e 1894, ar maendreser gall Henri Gustave Jossot (1866-1951) a ludresas ar wagenn evit ober goap eus ar japanouriezh[7].

Mil gwech ez eo bet drevezet an oberenn en hon amzer, gant an arzour henvroad aostralian Lin Onus e 1992 da skouer[8], ha gant ar japanad-stadunanad Kozyndan e 2018 e-lec'h ma 'z eus lapined e-lec'h skilfoù da ziskwel an eon[9].

An embregerezh Apple Inc. a ginnig un emoji "gwagenn" a zo kar da hini Hokusai[10].

E 2024, bank boadel Japan a embannas bilhedoù mil yen ar wagenn veur warno.

Un teulfilm gallek anvet Hokusai - "La Vague" - La Menace suspendue a voe skrivet ha sevenet gant Alain Jaubert (1940-2025) e 1999 evit ar chadenn skinwel Arte[11]. Un teulfilm all, anvet The Private Life of a Masterpiece ("Buhez prevez ur bennoberenn"), zo bet savet evit ar BBC ha skignet d'ar 17 a viz Ebrel 2010[12].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Edmond de Goncourt (1822-1896) : Hokousaï – L'art japonais au XVIIIe siècle, Paris : Flammarion & Fasquelle, 1922, en-linenn.
  • (fr) Nelly Delay : L'estampe japonaise, Vanves : Hazan, 2004 (ISBN 978-2-85025-807-7).
  • (fr) Hélène Bayou : Hokusai 1760–1849 – "L'affolé de son art" d'Edmond de Goncourt à Norbert Lagane, Paris : Réunion des Musées Nationaux, 2008 (ISBN 978-2-7118-5406-6).
  1. Hiroc'h a-led eget a-serzh.
  2. N'eo ket brasoc'h eget skramm an urzhiataer hezoug ma skrivomp kement-mañ.
  3. Goncourt, 2015, p. 9.
  4. Delay, 2004, p. 197.
  5. Bayou, 2008, p. 110.
  6. 6,0 ha6,1 Bayou, 2008, p. 130.
  7. (en) La vague.
  8. (en) Lin Onus.
  9. (en) Kozyndan
  10. (en) Emojipedia
  11. (fr) FilmDoc
  12. (en) IMDb

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける